The Bible Software
Levr ar Varnerien · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Varnerien 5

1Debbora ha Barak, mâb Abinoem, a ganaz enn deiz-zé ô lavarout:

2C’houi péré, é-touez bugalé Israel, oc’h en em lékéat é-tal da goll hô puez (T), bennigit ann Aotrou.

3Sélaouit, rouéed, digorit hô tiskouarn (T), prin̄sed: mé eo, mé eo a ganô d’ann Aotrou, a rai eur ganaouen d’ann Aotrou, Doué Israel.

4Aotrou, pa oud deûet er-méaz eûz a Zéir, ha pa oud tréménet dré vrô Édom, ann douar en deûz krénet, ann én̄vou hag ar c’hoabr hô deûz divéret dour.

5Rédet hô deûz ar ménésiou a zirâg ann Aotrou, ha Sinai a zirâg ann Aotrou, Doué Israel.

6É deisiou Samgar, mâb Anat, é deisiou Jahel, é oa dizaremprédet ar gwénodennou: hag ar ré a gerzé dré-z-hô a valée dré hen̄chou distrô.

7Ann dûd kré a éanaz é Israel, hag a arzaôaz, bété ma savaz Debbora, ma savaz da vamm da Israel.

8Brézéliou névez en deûz dilennet ann Aotrou, hag hén̄ hé-unan en deûz diskaret dôriou hé énébourien: râk na wéled ken̄t na tiren na goaf é-touez daou-ugen̄t mil dén é Israel.

9Va c’haloun a gâr prin̄sed Israel: c’houi péré oc’h en em lékéat a galoun vâd é-tal da goll hô puez (T), bennigit ann Aotrou.

10C’houi péré a zô piñet war azéned kaer, pé a zô azézet war gador ar varn, pé a valé enn hen̄t, komzit.

11El léac’h ma eo bét torret ar c’hirri ha ma eo bét tréc’het armé ann énébourien, énô é vézô lavaret péger féal ha péger mâd eo ann Aotrou (T) é-kén̄ver ar ré galounek eûz a Israel: Neûzé pobl ann Aotrou a zô diskennet é-tâl ar persier, hag en deûz bét ar galloud.

12Saô, saô, Debbora, saô, saô, ha kân eur ganaouen. Saô Barak, ha krâp enn da sklaved, mâb Abinoem.

13Ar ré a choumé eûz a douez ar bobl a zô bét savétéet, ann Aotrou en deûz stourmet er ré gré.

14Gan̄t Éfraim en deûz hô dispennet é Amalek, hag enn hé-c’houdé Ben̄jamin enn da boblou, ô Amalek. Diskennet eo ar brin̄sed eûz a Vac’hir, hag eûz a Zabulon, évit kâs ann armé d’ar brézel.

15Pennou vrâz Isakar a zô savet gan̄d Debbora, hag hî a zô éat war roudou Barak, péhini a zô en em daolet er riskl, ével enn eunn torrôd hag enn eul loun̄k. Dizunvan é oa Ruben enn hé éneb hé-unan, ar ré galounéka anézhô a oé kavet ô striva.

16Pérâg é choumez-té étré daou harzou, évit klevout bléjadennou ar chatal? Dizunvan é oa Ruben enn hé éneb hé-unan, ar ré galounéka anézhô a oé kavet ô striva.

17Galaad a choumé enn éhan enn tû all d’ar Jourdan, ha Dan a ioa gan̄t hé listri-vôr; Aser a choumé war aod ar môr hag a ziskuizé enn hé borsiou.

18Hôgen Zabulon ha Neftali a zô en em lékéat é-tal da goll hô buez é brô Méromé. (T).

19Deûed eo ar rouéed, ha stourmet hô deûz; rouéed Kanaan hô deûz stourmet é Tanac’h, é-harz douréier Mageddo, ha koulskoudé n’hô deûz kéméret preiz é-béd.

20Stourmet eo bét out-hô eûz ann én̄v: ar stéred, ô choum enn hô reiz hag enn hô zrô, hô deûz stourmet out Sisara.

21Froud Sison é deûz kaset gan̄t-hi hô c’horfou-marô, froud Kadumien, froud Sison: ô va éné, flastr ar ré gré.

22Karn ar c’hézek a zô kouézet, gan̄d ann err eûz ar ré a déc’hé hag eûz ar ré gréva é-touez ann énébourien péré en em strinké enn torrôd.

23Milligit douar Méroz, émé éal ann Aotrou: milligit ar ré a choum enn-han̄, ô véza n’in̄t két deûet da gen-nerza ann Aotrou, da gen-nerza ar ré galounéka eûz hé dûd.

24Benniget ra vézô étré ann holl c’hragez Jahel, grég Haber ar Sinéad, ha benniget ra vézo enn hé zelt.

25D’ann hini a c’houlenné dour é rôaz léaz: é léstr ar brin̄sed é rôaz dienn dézhan̄.

26Gan̄d hé dourn kleiz é kéméraz ann tâch, ha gan̄d hé dourn déou morzol ar vécherourien; hag ô klask al léac’h eûz ar penn é péhini é râjé ar gouli, é san̄kaz ann tâch é ividik Sisara.

27Oud hé zreid é kouézaz-hén̄: tréménoud a réaz hag é varvaz: en em ruḻa a réaz oud hé zreid, hag é c’hourvézaz hep buez ha reûzeûdik.

28Hé vamm ô sellout dré ar prénestr a iouc’hé hag a lavaré eûz hé c’hambr: Pérâg é talé hé garr da zistrei? Pérâg é talé treid hé bévar marc’h?

29Unan eûz ar ré fura eûz hé c’hragez, a gomzaz ével-henn oud hé mamm-gaer:

30Martézé bréma é rann ar preiz, hag é tilenneur évit-han̄ ar gaéra eûz ar merc’hed: diḻad morellet a rôeur da Zisara évid hé lôden, hag é tastumeur ar broudérézou ar ré vrava évit lakaad oud hé c’houzoug.

31R’az ai-da-gét ével-sé da holl énébourien, ô Aotrou; hôgen ar ré as kar, ra lugernin̄t é c’hiz ma lûc’h ann héol pa zâv.

32Hag ar vrô a choumaz é péoc’h é-pâd daou-ugen̄t vloaz. ———— VI. PENNAD. Ann Israélited dindan béli ar Vadianited. Gédéon a denn anézhô eûz a sklavérez.

← Levr ar Varnerien 4Read In The App, Free →Levr ar Varnerien 6 →

Study Levr ar Varnerien 5

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021