Levr ar Varnerien 6:11
Hôgen éal ann Aotrou a zeûaz hag a azézaz dindân eunn derven a oa é Efra, hag a ioa da Joas, tâd tiad Ezri. Hag é-pâd ma oa Gédéon hé vâb ô tourna nag ô wen̄ta ann éd é tî ar waskel, évit tec’hout diouc’h ar Vadianited,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Levr ar Varnerien 6
Cross References
Numbers 26:30Galaad en dôé da vipien, Jézer, a béhini tiad ar Jézérited: hag Hélek, a béhini tiad ann Hélékited:
Joshua 18:23Hag Avim, hag Afara, hag Oféra, 2ï. Ha bourc’h Émona, hag Ofni, ha Gabéé: daouzek kéar hag hô bourc’hiou;
Judges 5:23Milligit douar Méroz, émé éal ann Aotrou: milligit ar ré a choum enn-han̄, ô véza n’in̄t két deûet da gen-nerza ann Aotrou, da gen-nerza ar ré galounéka eûz hé dûd.
Judges 8:2Ha Gédéon a lavaraz d’ézhô: Pétrâ a hellenn-mé da ôber hén̄vel oud ar péz hoc’h eûz gréat? Ha né két gwelloc’h eur bôd rézin eûz a Éfraim, eget éost-rézin Abiézer?
Judges 13:3Hag éal ann Aotrou en em ziskouézaz d’ézhî, hag a lavaraz d’ézhi: Bréc’han̄ oud hag héb bugalé; hôgen té a en̄géhen̄tô hag a c’hanô eur mâb.