Levr ar Varnerien 6:33
Koulskoudé ann holl Vadianited, hag ann Amalékited, ha poblou ar sâv-héol en em zastumaz holl; ha goudé béza treûzet ar Jourdan, é steñchon̄t hô c’hamp é traon̄ien Jezrael.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Levr ar Varnerien 6
Cross References
Joshua 3:16Ann doureier a zeûé a-ûz a arzaôaz enn eul léac’h, hag oc’h en em zével é doaré eur ménez, é wéled anézhô a bell, adaleg ar géar a c’halveur Adom, bétég al léac’h hanvet Sartan: hôgen ann doureier a oa a-îz a ziskennaz é môr ann distrô (a c’halveur bréma ar môr Marô), ha na choumaz banné anézhô.
Joshua 19:18Hag hé zigwéz a oé Jezrael, ha Kasalot, ha Sunem,
Judges 7:1Jérobaal éta, péhini a zô ivé Gédéon, ô véza savet min̄tin mâd, hag ann holl bobl gan̄t-han̄, a zeûaz d’ar feunteun a zô hanvet Harad: hôgen kamp ar Vadianited a oa enn draon̄ien, war-zû ann han̄ter-nôz eûz a eur grec’hen uc’hel-brâz.
Judges 7:24Ha Gédéon a gasaz kannaded war holl vénez Éfraim, évit lavarout: Diskennit da ziarbenna ar Vadianited, ha kémérit dré ners ann douréir bété Betbéra hag ar Jourdan. Hag holl Éfraim a c’harmaz, hag a géméraz dré ners ann douréier hag ar Jourdan bété Betbéra.
1 Chronicles 5:19Stourmi a réjon̄t oud ann Agaréed, da béré ann Iturééd ha ré Nafis ha Nodab,