Levr ar Varnerien 7:1
Jérobaal éta, péhini a zô ivé Gédéon, ô véza savet min̄tin mâd, hag ann holl bobl gan̄t-han̄, a zeûaz d’ar feunteun a zô hanvet Harad: hôgen kamp ar Vadianited a oa enn draon̄ien, war-zû ann han̄ter-nôz eûz a eur grec’hen uc’hel-brâz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Levr ar Varnerien 7
Cross References
Joshua 3:1Jozué éta ô véza savet abarz ann deiz, a zisteñaz ar c’hamp; hag ô véza deûet er-méaz eûz a Zétim, hén̄ hag holl vugalé Israel, é teûjon̄t bétég ar Jourdan, hag é choumchon̄t énô trî deiz.
Judges 6:32Abaoé ann deiz-zé Gédéon a oé hanvet Jérobaal, ô véza m’en dôa lavaret Joas: R’en em ven̄jô Baal eûz ann hini en deûz diskaret hé aoter.
1 Samuel 29:1Pa zeûaz David hag hé dûd da Ziséleg ann trédé deiz, ann Amalékited hô dôa gréat eunn argaden dioc’h tû ar c’hrésteiz war Ziséleg; hag hî hô dôa hé c’héméret ha lekéat ann tân enn-hi.
Ecclesiastes 9:10Grâ buan kémen̄d ha ma hellô ôber da zourn; râk na vézô mui na labour, na reiz, na furnez, na gwiziégez er béz, étrézé péhini en em hastez da von̄t.