Levr ar Varnerien 8:10
Hôgen Zébéé ha Salmana a éhané gan̄d hô holl armé. Pemzék mil dén na oa choumet kén eûz ann holl van̄dennou poblou eûz ar sâv-héol, goudé ma oé bét lazet c’houéac’h-ugen̄t mil brézéliad a denné ar c’hlézé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
9Hag hén̄ a lavaraz ivé d’ézhô: Pa vézinn distrô é péoc’h ha tréac’h, é tiskarinn ann tour-zé.
Read all of Levr ar Varnerien 8
Cross References
Judges 7:12Hôgen ar Vadianited hag ann Amalékited, hag ann holl boblou eûz ar sâv-héol, a oa gourvézet a bép tû enn draon̄ien, ével eul lôd brâz a giḻeien-raden: béz’ éz oa ivé eul lôd diniver a gan̄valed, ével ann tréaz a zô war aot ar môr.
Judges 7:22Hag ann tri chan̄t dén na éhanen̄t két da zéni gan̄d hô c’herniel-boud. Hag ann Aotrou a lékéaz klézé ann eil da zével out klézé égilé dré ann holl gamp, hag hî en em lazé étré-z-hô;
Judges 20:15Ha kavet é oé é breûriez Ben̄jamin pemp mil dén war-n-ugen̄t a denné ar c’hlézé, hép nivéri tûd Gabaa.
Judges 20:25Bugalé Ben̄jamin a zilamaz er-méaz eûz a bersier Gabaa, hag ô tiarbenna bugalé Israel, é réjon̄t anézhô eul lazérez ker brâz, ma choumaz war al 1éac’h triouec’h mil dén-a-vrézel.
Judges 20:46Hag ével-sé é c’hoarvézaz pénaoz ar ré holl eûz a vugalé Ben̄jamin péré a oé lazet é meûr a léac’h, a oé eûz a bemp mil dén war-n-ugen̄t, tûd-a-vrézel ha kalounek-brâz.