Keinvanoù 1:14
Géô va fallagriézou é deûz va mac’het; ével chadennou in̄t deûet enn he zourn, hag hô lékéat en deûz war va chouk; dislébéret eo bét va ners; va lékéat en deûz ann Aotrou enn eunn dourn a béhini na hellinn két en em denna. SAMECH.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Proverbs 5:22Ann dén fallagr a zô paket enn hé fallagriez hé unan, ha gan̄d éréou hé béc’héjou eo éréet.
Isaiah 47:6Hag hén̄ a lavaraz: Nébeûd eo é vijez da zervicher d’in évit lakaad da zével breûriézou Jakob, hag évit lakaad da zistrei ouz-in dilerc’hiou Israel. Chétu é rôann ac’hanod da c’houlou d’ar brôadou, évit ma vézi va silvidigez bété pennou ann douar.
Jeremiah 27:8Ar broféded a zô bét em raok hag enn da raog adaleg ar penn-ken̄ta, hô deûz diouganet a-énep kalz brôiou, hag a-énep rouan̄télésiou brâz, ar brézel, ann en̄krez, ann naounégez.
Jeremiah 28:14Hag é vézinn kavet gan-é-hoc’h, émé ann Aotrou; ha mé a lakai da zistrei hô sklaved, hag a strollô ac’hanoc’h eûz a greiz ann holl vrôadou, hag eûz ann holl lec’hiou é péré em bôa hoc’h harluet, émé ann Aotrou; hag hô likiinn da zistrei eûz al léac’h, é péhini em bôa lékéat hô tizougen.
Jeremiah 34:20Hag hî a iéaz da gavout ar roué er porched, goudé béza lézet al levr é miridigez é kambr Élisama ar skrivañer: hag é rôjon̄t da anaout d’ar roué kémen̄d hô dôa klévet.
Jeremiah 39:1C’hoarvézoud a réaz er seizved mîz, pénaoz Ismahel, mâb Natanias, mâb Élisama, eûz a wenn ar roué, ha gan̄t-han̄ prin̄sed eûz a léz ar roué, ha dék dén all, a zeûaz étrézé Godolias, mâb Ahikam, da Vasfat, hag a zébraz énô bara kévret é Masfat.