bible.software › Keinvanoù › Keinvanoù 1 › Keinvanoù 1:2
Keinvanoù 1:2
Héd ann nôz é deûz skuḻet daérou, hag hé daérou a zô bét kouézet war hé divôc’h: n’eûz hini eûz ar ré a garé a gémen̄t a zizoanfé anézhi; hé holl viñouned hô deûz hé disprizet, hag a zô deûet da énébourien d’ézhi. GHIMEL.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
She weepeth sore in the night, and her tears are on her cheeks: among all her lovers she hath none to comfort her: all her friends have dealt treacherously with her, they are become her enemies.
In Context
1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 129-137) ◄ Levr ar Profed Jérémias. Keinvanou Jérémias. Levr ar Profed Baruc’h. ► KEINVANOU JÉRÉMIAS. ———— Goudé ma oé bet kaset Israél é sklavérez, ha ma oé choumet Jéruzalem didûd, Jérémias, ar profed, a azézas enn eur wéla, hag a reaz ar geinvanou-man̄ war Jéruzalem; hag oc’h huanadi é c’houervder hé galoun, hag oc’h hirvoudi, é lavaraz: ———— I. PENNAD. Ar profed ô wéla war zisman̄tr Jéruzalem. ALEPH. 1 Pénaôz ar géar-zé péhini a oa kél leûn bobl, ef-hi azézet hé-unan̄; pénaoz itroun ar brôadou ef-hi deûét ével eunn in̄tan̄vez; pénaoz prin̄sez ar brovin̄sou ef-hi dalc’het da baéa ar gwiriou? BETH.
3Merc’h Juda a zô éat-kuît enn-abek d’hé glac’har, ha d’hé gwall sklavérez: bét éo ô choum é-touez ar brôadou, ha n’é deûz két kavet a éhan; hé holl heskinérien hô deûz hé faket énn hen̄t-strîz. DALETH.
Read all of Keinvanoù 1
Cross References
Job 6:15Va breûdeûr a zô tréménet é-biou d’in, ével eur froud a réd buhan enn traon̄iennou.
Job 19:13Pelléet en deûz va breûdeûr diouz-in, hag ar ré a anavézenn a zô tec’het diouz-in ével tûd a-ziavéaz brô.
Psalms 31:11Da zismégan̄s ounn deûet d’am holl énébourien, ha dreist-holl d’am amézéien, ha da spoun̄t évid ar ré a anavez ac’hanoun. Ar ré a wélé ac’hanoun, a dec’hé er-méaz pell diouz in.
Psalms 77:2É deiz va en̄krez em eûz klasket Doué, astennet em eûz va daouarn étrézég enn-han̄ a-zoug ann nôz; ha n’ounn két bét touellet. Va éné en deûz dinac’het pép dic’hlac’har.
Jeremiah 4:30Hôgen té pa vézi gwastet, pétrâ a rî? Ha pa en em wiskfez gan̄t tané, ha pa en em gin̄klfez gan̄t kin̄klérézou aour, ha pa livchez da zaoulagad gan̄t liou dû, enn-aner eo en em gempenfez; ar ré az karé a zisprizô ac’hanod, hag a glaskô da vuez.
This Verse In Other Editions
Study Keinvanoù 1:2