Levr Yirmia 4:30
Hôgen té pa vézi gwastet, pétrâ a rî? Ha pa en em wiskfez gan̄t tané, ha pa en em gin̄klfez gan̄t kin̄klérézou aour, ha pa livchez da zaoulagad gan̄t liou dû, enn-aner eo en em gempenfez; ar ré az karé a zisprizô ac’hanod, hag a glaskô da vuez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 10:3Pétrâ a réot-hu é deiz ann emwél, é deiz ar c’hlac’har a zeûi a bell? Étrézé piou é klaskot-hu skoazel? Ha péléac’h é tilézot-hu hô kloar?
Jeremiah 13:21N’hol lez két da gouéza er vézégez enn abek d’as hanô, na daol két a zismégan̄s war-n-omp, nî trôn da c’hloar. Az péz koun, ha na laka két da véza didalvez ar gévrédigez éc’h eûz gréat gan-é-omp.
Lamentations 1:2Héd ann nôz é deûz skuḻet daérou, hag hé daérou a zô bét kouézet war hé divôc’h: n’eûz hini eûz ar ré a garé a gémen̄t a zizoanfé anézhi; hé holl viñouned hô deûz hé disprizet, hag a zô deûet da énébourien d’ézhi. GHIMEL.