Keinvanoù 1:22
Ra zeûi hô holl zrougiez dira-z-od: ha ven̄dach-hi ével ma éc’h eûz va ven̄dachet enn-abek d’am fallagriézou holl: râk hirvoudi a rann kalz, ha glac’haret brâz eo va c’haloun. ———— II. PENNAD Jérémias a erbéd Sion da geina bépréd. ALEPH.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Nehemiah 4:4Sélaou, hon Doué, râk goap a réer ac’hanomp (T); trô ann dismégan̄s war hô fenn, ha laka anézhô da véza goapéet é douar hô sklavérez.
Psalms 109:14Ra vézin̄t bépréd dirâg ann Aotrou; ha ra vézô kollet ann én̄vor anézhô diwar ann douar;
Isaiah 13:7Rak-sé ann holl zaouarn a vézô gwévet, hag holl galounou ann dûd a vézô teûzet,
Jeremiah 30:16Ével-henn é lavar ann Aotrou: Ra éhanô da vouéz ô lén̄va, ha da zaoulagad ô wéla; rak da ôbériou hô dévézô hô gôbr, émé ann Aotrou; hag hî a zistrôiô eûz a zouar hô énébour.
Lamentations 1:13Eûz ann néac’h en deûz kaset tân em eskern, hag en deûz va c’hastizet: rouéjou en deûz steñet out va zreid, hag en deûz va lékéat da gouéza a-c’houen; va lékéat en deûz da veza trist ha glac’haret héd ann deiz. NUN.