Keinvanoù 1:6
Holl skéd merc’h Sion a zô bét tennet diout-hi; hé frin̄sed a zô deuet ével tourzed péré na gavont ket a beûri; hag hi a zô éat dinerz é-raog ann hini a iéa war hô lerc’h. ZAÏN.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:36Ar ré ac’hanoc’h a choumô, é skôinn hô c’haloun gan̄t spoun̄t é brôiou hô énébourien; trouz eunn délien war-nich hô lakai da gréna, hag é tec’hin̄t ével rag eur c’hlézé; kouéza a rain̄t, hep ma vé dén war hô lerc’h.
2 Samuel 4:11Seûl vui bréma, pa hô deûz tûd fallagr lazet eunn dén dinam, enn hé dî, war hé wélé, é venjinn hé c’hoad war hô taouarn-hu hag é tenninn ac’hanoc’h diwar ann douar.
Psalms 44:9Hôgen bréma éc’h eûz hor bannet hag hor mézékéet; ha na gerzez mui gan̄d hon arméou.
Psalms 50:2Eûz a Zion é teûi skéd hé c’héned.