Keinvanoù 2:1
Pénaoz en deûz ann Aotrou gôlôet a dévalien enn hé frouden merc’h Sion: hag en deûs-hén̄ taolet eûz ann én̄v d’ann douar merc’h Israel ker skéduz, ha n’en deûs-hén̄ két bét a goun é deiz hé frouden eûz a skabel hé dreid? BETH.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Chronicles 28:2Hag ar roué ô choum enn hé zâ, a lavaraz d’ézhô: Sélaouit ac’hanoun, va breûdeûr, ha va fobl: ann dézô em bôa bét da zével eunn tî évit lakaad enn-han̄ arc’h kévrédigez ann Aotrou, ha skabel treid hon Doué; hag aozet eo bét gan-én̄ kémen̄d a zô réd évid hé zével:
Psalms 99:5Savit gloar ann Aotrou hon Doué, hag azeûlit skabel hé dreid; râk san̄tel eo.
Isaiah 14:12Pénaoz oud-dé kouézet eûz ann én̄v, Lusifer, té péhini a zavé diouc’h ar min̄tin? Pénaoz oud-dé kouézet d’ann douar, té péhini a c’houlié ar brôadou?
Jeremiah 30:14Gwalc’ha ha larda a rinn éné ar véléien; ha va fobl a vézô karget gan̄t va madou, émé ann Aotrou.
Lamentations 1:12O c’houi holl, péré a drémen dré ann hen̄t, arvestit ha gwélit hag éz eûz eur c’hlac’har hén̄vel out va glac’har; ô véza m’en deûz ann Aotrou va ven̄dachet, ével ma en deûz lavaret é deiz hé frouden. MEM.