Keinvanoù 2:21
Ar bugel hag ann dén-kôz a zô gourvézet war ann douar el leuriou-kéar. Va flac’hed-iaouan̄k ha va faotred-iaouan̄k a zô kouézet dindân ar c’hlézé; hô lazet éc’h eûz é deiz da frouden: skôet éc’h eûz, hép truez é-béd. THAU.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 6:21Hag a lazaz kemen̄d dén a oa enn-hî, adaleg ar oazed bétég ar merc’hed, adaleg ar vugalé bétég ar ré gôz. Skei a rejon̄d ivé gan̄d ar c’hlézé ann éjenned, hag ann dén̄ved, hag ann ézen.
Psalms 78:62Rei a réaz ivé hé bobl d’ar c’hlézé; hag é tisprizaz hé zigwéz.
Jeremiah 4:31Râk klévoud a rann eur vouez ével eûz a eur c’hrég é gwilioud, roget gan̄d ar gwen̄trou; mouéz merc’h Sion daré da vervel, hag a astenn hé daouarn, ô lavarout: Gwâ mé, ô véza ma falla va éné gan̄d al lazérez. ———— V. PENNAD Ann Aotrou a rébech da vugalé Israel hô diskrédoni.
Jeremiah 9:20Va zelt a zô bét diskaret, hé holl gerdin a zô bét torret; va bugalé a zô éat-kuît diouz-in, ha n’in̄t mui dén évit steña va zelt, hag évit sével va c’hrec’hin.