Keinvanoù 2:8
Ann Aotrou en deûz mennet diskara mûr merc’h Sion; lédet en deûz hé linen, ha n’en deûz két tennet hé zourn, kén na vijé dispennet holl: râk-sé ar vur gen̄ta, hag ann eil vur a zô bét diskaret. THETH.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 8:2Tréc’hi a réaz ivé ar Voabited; ha goudé béza hô lékéat war ann douar, é ven̄taz anézhô gan̄d eur gorden: diou gordennad é ven̄taz, unan évid ar marô, hag unan all évid ar vuez: hag ar Voabited a oé lékéat dindân béli David, hag a baéaz gwiriou.
Job 13:21Pella da zourn diwar-n-oun, ha na spoun̄t két ac’hanoun gan̄d da heûz.
Isaiah 5:5Hôgen bréma é tiskouézinn d’é-hoc’h pétrâ a rinn d’am gwinien: diframma a rinn hé garz, hag hî a vézô gwastet. Diskara a rinn hé môger, hag hi a vézô mac’het.
Isaiah 28:17Eunn dén hép-kén a spoun̄tô mîl ac’hanoc’h; ha pemp anézhô hô lakai da déc’hout; kén na viot dilézet ével gwern eul léstr war eur ménez, hag ével eur bannier war eur grec’hien.
Jeremiah 5:10Piñit war hé muriou, ha diskarit-hô; hôgen n’hé c’hollit két a-grenn; tennit hé c’hreskou, râk n’in̄t két d’ann Aotrou.