Keinvanoù 3:22
Dré zrugarezou ann Aotrou eo n’omp két bét peur-gollet; râg hé vadélésiou n’in̄t két bét fellet d’é-omp. HETH.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
It is of the LORD’S mercies that we are not consumed, because his compassions fail not.
In Context
21A gémen̄t-sé em bézô koun em c’haloun, ha dre-zé é c’hédinn. HETH.
23Bep min̄tin hô névézez, brâz eo da féalded. HETH.
Cross References
2 Samuel 24:14Hôgen David a lavaraz da C’had: Enkrézet-brâz ounn: hôgen gwell eo gan-én̄ kouéza étré daouarn ann Aotrou (râk kalz a drugarez en deûz), éget kouéza étré daouarn ann dûd.
Ezra 9:13Ha goudé ann holl zrougou a zô bét c’hoarvézet gan-é-omp enn abek d’hor gwall oberiou ha d’hor péc’héjou brâz, té, hon Doué, éc’h eûz hon dieûbet eûz hor fallagriez, hag éc’h eûz rôet d’é-omp ar wellaen, ével bréma:
Psalms 69:17Ha na zistrô két da zaoulagad diouc’h da baotr; ô véza ma émounn enn en̄krez, sélaou buan ouz-in.
Psalms 78:38Koulskoudé hén̄ a oa bépréd trugarézuz enn hô c’hén̄ver, hag a zistolé d’ézhô hô féc’héjou, ha na gollé két anézhô. Hag hén̄ a zistrôaz aliez hé vuanégez diout-hô, ha na lézaz két da zével hé holl frouden.
Psalms 106:45Hag hén̄ en dôé koun eûz hé gévrédigez; hag en dôé keûz hervez hé drugarez vrâz.
Ezekiel 20:8Hôgen hi hô deûz va héget, ha né két fellet d’ézhô va sélaoui; n’en deûz két pelléet pép-hini ann argarzidigézou diouc’h hé zaoulagad, ha n’hô deûz két dilézet idolou ann Éjipt. Ha mé em bôa lavaret pénaoz é skuḻfenn va buanégez war-n-ézhô, hag é sévenchenn va frouden enn-hô é-kreiz douar ann Éjipt.