Keinvanoù 3
1Mé eo ann dén a wélaz va reûz gan̄t gwalen hé frouden. ALEPH.
2Va rénet en deûz, hag en deûz va c’haset enn dévalien, ha nann er goulou. ALEPH.
3Trôet ha distrôet en deûz hé zourn war-n-oun héd ann deiz. BETH.
4Kôséet en deûz va c’hroc’hen ha va c’hik: brévet en deûz va eskern. BETH.
5Tiez en deûz savet enn-drô d’in: va c’helc’hiet en deûz a véstl hag a boan. BETH.
6Va lékéat en deûz é lec’hiou téval, ével ar ré a zô marô da-vikenn. GHIMEL.
7Savet en deûz mogériou em énep, évit mirout na’z inn er-méaz; pounnéréet en deûz va chadennou. GHIMEL.
8Pa em eûz garmet étrézég enn-han̄, pa em eûz hé bédet, en deûz distolet va féden. GHIMEL.
9Serret en deûz va hen̄chou gan̄t mein pévar-c’hornek, freûzet en deûz va raven̄chou. DALETH.
10Deûet eo évid-oun ével eunn ours é spî; ével eul léon enn eul léac’h kuzet. DALETH.
11Freûzet en deûz va raven̄chou, va brévet en deûz; er man̄tr en deûz va dilézet. DALETH.
12Hé wareg en deûz steñet, ha va lékéat en deûz ével eur gwenn évid ar saésiou. HE.
13Kaset en deûz enn digroazel saesiou hé dron̄s. HE.
14Da c’hoapérez ounn deût d’am bobl holl, ha da abeg hô c’hanaouennou héd ann deiz. HE.
15Va leûniet en deûz a c’hwervder, va mézviet en deûz gan̄d huélen-c’houerô. VAV.
16Va holl zen̄t en deûz torret, gan̄t ludu en deûz va maget. VAV.
17Pelléet eo ar péoc’h diouc’h va éné, an̄kounac’héet em eûz pép mâd. VAV.
18Ha mé em eûz lavaret: Éma deûet va divez, kollet eo va géd en Aotrou. ZAÏN.
19Az péz koun eûz va faouren̄tez hag eûz va reûz, eûz ann huélen-c’houéro hag eûz ar véstl. ZAÏN.
20Ar c'houn-zé a choumo em én̄vor, ha va éné en em zistérai enn-oun. ZAÏN.
21A gémen̄t-sé em bézô koun em c’haloun, ha dre-zé é c’hédinn. HETH.
22Dré zrugarezou ann Aotrou eo n’omp két bét peur-gollet; râg hé vadélésiou n’in̄t két bét fellet d’é-omp. HETH.
23Bep min̄tin hô névézez, brâz eo da féalded. HETH.
24Va lôden eo ann Aotrou, émé va éné; râk-sé é c’hedinn anézhan̄. THETH.
25Mâd eo ann Aotrou d’ar ré a laka hô géd enn-han̄, d'ann éné a glask anézhan̄. THETH.
26Mâd eo gédal war-daô silvidigez Doué. THETH.
27Mâd eo d’ann den dougen ar géo adaleg hé iaouan̄ktiz. IOD.
28Azéza a rai hé-unan, hag é tavô; ô véza ma en deûz hé lékéat war-n-ézhan̄. IOD.
29Lakaad a rai hé c’hénou er poultr, évit gwélout hag hen en dévézô géd ével-sé. IOD.
30Hé voc’h a astenno da néb a skôi gan̄t-han̄, en em vezvi a rai gan̄t mézégez. CAPH.
31Râg ann Aotrou na zistolô két ac’hanomp da-vikenn. CAPH.
32Râk ma en deûz hon distôlet, en dévézô ivé truez ouz-omp hervez hé holl drugarézou. CAPH.
33Râk n’en deûz két vuéléet a-ioul, na distolet da-vikenn bugale ann dûd. LAMED.
34N’en deûz két mac’het dindân hé dreid holl boblou ann douar a zô é sklavérez. LAMED.
35Na zinac’h két ar varn d’ann dén a zô dirâg ann Uc’hel-meûrbéd. LAMED.
36Ann Aotrou na goll két eunn dén oc’h hé varna a-éneb ar reiz. MEM.
37Piou eo ann hini en deûz lavaret e vé gréat eunn dra, ma n’en deûz két hé c’hourc’hémennet ann Aotrou? MEM.
38Ha na zeû két ann droug hag ar mâd eûz a c’hénou ann Uc’hel-meûrbéd? MEM.
39Pérâg éc’h hiboud ann dén héd hé vuez, ann dén a c’houzan̄v enn abek d’hé béc’héjou? NUN.
40C’houiliomp, hag en̄klaskomp hon hen̄chou, ha distrôomp étrézég ann Aotrou. NUN.
41Savomp hor c’halonou hag hon daouarn étrézég ann Aotrou war-zu ann én̄vou. NUN.
42Fallagriez hon eûz gréat, hag hon eûz digaset da vuanégez war-n-omp; râk-sé oud deûet da véza didruez. SAMECH.
43En em guzet oud enn da frouden, hag éc’h eûz skôet war-n-omp; hon lazet éc’h eûz, ha n’éc’h eûz ket hon espernet. SAMECH.
44Eur goabren éc’h eûz lékéat dira-z-od, évit na drémenché két hor peden. SAMECH.
45Va lékéat éc’h eûz é-kreiz ar boblou ével eul louzaouenn dic’hrisiennet ha distolet. PHE.
46Hon holl énébourien hô deûz digoret hô génou enn hon énep. PHE.
47Ann diougan a zô deûet da spoun̄t d’é-omp, da lindâg ha da zisman̄tr. PHE.
48Va lagad en deûz skuḻet froudou dour, ô welout disman̄tr merc’h va fobl. AÏN.
49Va lagad a zô bét glac’haret, ha n’eo két bét tavet, ô véza ne oa két a éhan: AÏN.
50Kén na zelché ha na wélché ann Aotrou eûz ann én̄vou. AÏN.
51Va lagad en deûz bévézet va éné; enn abek da holl verc’hed va c’héar. SADE.
52Va énébourien héb abek hô deûz va c’héméret, ével eul labans er gwénaéri. SADE.
53Kouézet eo va buez er poull, hag hî hô deûz lékéat eur méan war-n-oun. SADE.
54Eur froud dour hô deûz taolet war va fenn: hag em eûz lavaret: Marô ounn. COPH.
55Da hanô em eûz galvet, ô Aotrou, eûz ar poull donna. COPH.
56Va mouéz éc’h eûz klevet; na zistrô két da skouarn diouc’h va huanadou ha va garmou. COPH.
57Tôstéet oud bét enn deiz é péhini em eûz da c’halvet; lavaret éc’h eûz: N’az péz két a aoun. BES.
58Barnet éc’h eûz, Aotrou, kéfridi va éné, dasprénet éc’h eûz va buez. BES.
59Gwélet éc’h eûz, Aotrou, hô fallagriez em énep: barn da-unan, va barn. BES.
60Gwélet éc’h eûz hô holl frouden; hô holl vénosiou em énep. SIN.
61Klevet éc’h eûz, Aotrou, hô c’hunuc’hennou, hag hô holl vénosiou em énep; SIN.
62Muzellou ar ré a zâv ouz-in, hag ar péz a vennon̄t em énep héd ann deiz. SIN.
63Sell out-hô pa in̄t azézet, pé pa in̄t enn hô sâ; me eo hô c’hân. THAU.
64Rô d’ézhô hô gôbr, Aotrou, hervez labour hô daouarn. THAU.
65Rei a rî d’ézhô tiren ar galoun gan̄d da labour. THAU.
66Hô heskina a rî enn da frouden, hag é tispenni anézhô eûz a zindân ann én̄vou, ô Aotrou. ———— IV. PENNAD Keinvan diwar-benn disman̄tr Jéruzalem. ALEPH.