Levr ar Salmoù 78:38
Koulskoudé hén̄ a oa bépréd trugarézuz enn hô c’hén̄ver, hag a zistolé d’ézhô hô féc’héjou, ha na gollé két anézhô. Hag hén̄ a zistrôaz aliez hé vuanégez diout-hô, ha na lézaz két da zével hé holl frouden.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
37Râg hô c’haloun na oa két éeun gan̄t-han̄; ha na choumchon̄t két gan̄t féalded enn hé gévrédigez.
39Hag hén̄ en dôa koun pénaoz in̄t kîk hag eunn avel a ia, ha na zistrô két.
Cross References
Numbers 14:18Ann Aotrou a zô habask ha leûn a drugarez; lémel a ra ar fallagriézou hag ar gwallou; na lez digastiz dén kabluz é-béd; emwélout a ra péc’héjou ann tadou er vugalé bétég ann drédé hag ar bévaré gwenn.
2 Samuel 24:16Ha pa astenné éal ann Aotrou hé zourn war Jéruzalem, évid hé gwasta, ann Aotrou en dôé truez out kémen̄t-sé a zroug, hag a lavaraz d’ann éal a skôé war ar bobl: A-walc’h eo; dalc’h bréma da zourn; hôgen ann éal a oa deûet bété leûr Aréuna, ar Jébuséad.
Psalms 106:43Aliez é tieûbaz Doué anézhô; hôgen hî a hégé out-han̄ gan̄d hô ménosiou: hag hî a oé izéléet enn hô fallagriézou.
Isaiah 48:9Chétu ann Aotrou Doué a zô da skoazeller d’in: piou a damallô ac’hanoun? Chétu hî holl a vreinô ével diḻad; gan̄d ann tartouz é vézin̄t débret.
Ezekiel 20:13Hôgen bugalé Israel hô deûz va héget enn distrô; n’hô deûz két baléet em c’hélennou; distaolet hô deûz va barnédigézou é miridigez péré é vév ann den; va deisiou sabbat hô deûz gwall zaotret ivé; lavaret em bôa éta pénaoz é skuḻfenn va frouden war-n-ézhan̄ enn distrô, hag é tispenfenn anézhô.