Keinvanoù 4:13
Enn abek da béc’héjou hé froféded, ha da fallagriézou hé béléien, péré hô deûz skuḻet enn hé c’hreiz goâd ann dûd reiz. NUN.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 2:20Adaleg ar penn-kenta éc’h eûz torret va ieô, éc’h eûz dispennet va chadennou, hag éc’h eûz lavaret: Na zervichinn két, hag ével eur c’hrég fall oud én em zaotret war bép krec’hien uc’hel, ha dindân pép gwézen deliaouek.
Jeremiah 6:13Râg adaleg ar bihana bétég ar brasa, holl en em rôon̄t d’ar bizoni; hag adaleg ar profed bétég ar bélek, pép-hini a douell mar gell.
Lamentations 2:14Da broféded hô deûz gwélet évid-od traou gaou ha diskian̄t ha n’hô deûz két dizôlôet da fallagriez, évit da zougen d’ar binijen: hôgen hi hô déuz gwélet évid-od sorc’hénnou gaou ha divec’hiou. SAMECH.
Ezekiel 22:25Ar brofeded a zô b ét dispac’het enn hé c’hreiz; ével eul léon a iûd, hag a skrap hé breiz, hô deûz loun̄ket ann énéou; madou brâz ha gôbrou hô deûz digéméret; hé in̄tan̄vézet hô deûz paottet enn hé c’hreiz.
Ezekiel 22:27Hé frin̄sed a ioa enn hé c’hreiz ével bleizi ô skrâpa eur preiz évit skuḻa goâd; daré da golla ann énéou, ha da zastumi gounidou dré bizoni.