The Bible Software
Keinvanoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Keinvanoù 4

1Pénaoz ef-bén̄ deûet tén̄val ann aour, ef-hén̄ trôet hé liou ker kaer, pénaoz int-hi taolet mein ar san̄tuar é penn ann holl leûriou-kéar? BETH.

2Pénaoz bugalé Sion péré a oa ker skéduz, ha gôlôet a aour ar glana, in̄t-hi bét sellet ével listri prî, labour daouarn ar pôder? GHIMEL.

3A1 loéned gouez hô deûz dizôlôet hô bronnou, ha rôet da zéna d’hô loénédigou: merc’h va fobl a zô krîz, ével ann otruz enn distrô. DALETH.

4Téôd ar bugel oud ar vronn a zô bét stâg oud hé staon̄ gan̄d ar sec’hed; ar vugalé hô deûz goulennet bara, ha na oa dén évid hé drouc’ha d’ézhô. HÉ.

5Ar ré en em vagé gan̄t traou c’houék, a zô marvet er ruou; ar ré a zebré é-kreiz ar mouk, hô deûz briatéet ann teil. VAU.

6Brasoc’h eo deûet fallagriez merc’h va fobl égét péc’hed Sodom, péhini a zô bét disman̄tret enn-eunn-taol, hép ma savaz dourn é-béd war-n-ézhi. ZAÏN.

7Hé Nazaréed a oa gwennoc’h égéd ann erc’h, glanoc’h égéd al léaz, ruzoc’h égéd ann olifan̄t kôz, kaéroc’h égéd ar safir. HETH.

8Duoc’h eo deuet hô dremm égéd ar glaou, ha na anavézeûr két anézhô er ruou; stâg eo hô c’hroc’hen oud hô eskern; gwévet eo, ével koat eo deuet. THETH.

9Gwell éo bét d’ar ré a zô bét lazet gan̄d ar c’hlézé, égéd d’ar ré a zô bét lazet gan̄d ann naounégez: râg ar ré-man̄ a zô bét marvet dré hirr amzer, bévézet gan̄t fraosdder ann douar. IOD.

10Daouarn ar c’hragez truézek hô deûz poazet hô bugalé hô-unan: deûet in̄t da voéd d’ézhô é disman̄tr merc’h va fobl. CAPH.

11Ann Aotrou en deûz leûniet hé frouden, skuḻet en deûz hé vuanégez hag hé zroug; lékéat en deûz da gregi eunn tan é Sion, péhini a zô bét bévézet bétég ann diazez anézhi. LAMED.

12Rouéed ann douar hag ar ré holl a choumé er béd, n’hô dévijé két krédet pénaoz énébourien Jéruzalem hag ar ré a gaséé anézhi, a vijé trémenet dré hé forsier; MEM.

13Enn abek da béc’héjou hé froféded, ha da fallagriézou hé béléien, péré hô deûz skuḻet enn hé c’hreiz goâd ann dûd reiz. NUN.

14Kan̄tréet hô deûz ével tûd zall dré ar ruou, en em zaôtret in̄t er goâd; ha pa na hellen̄t ket mirout, é saven̄t ho diḻad. SAMECH.

15Téc’hit, tûd saotret, a lavaré ar ré all d’ezhô (T); tec’hit, ît-kuît, na stokit két ouz-omp: râg hî a zô en em ren̄daélet hag a zô bét strafiḻet; lavaret hô deûz é-touez ar brôadou: Na choumô mui enn hô c’hreiz. PHE.

16Dremm ann Aotrou en deûz hô skiñet, na zellô mui out-hô: n’hô deûz két bét a zoujan̄s évit ar véléien, nag a druez é-ken̄ver ar ré gôz. AÏN.

17Pa oamp c’hoaz enn eur bobl (M), hon daoulagad a zô bét skuiz ô c’hédal ken-nerz enn-aner, ô sellout-pîz oud eur vrôad ha na hellé két hon dieûbi. SADE.

18Risklet hô deûz hor c’hamméjou ô kerzoud dré hor ruou: tostéet eo hon divez; leûniet eo hon deisiou, râk deûet eo hon divez. COPH.

19Buanoc’h eo bét hon heskinérien égét éred ann én̄v; éat in̄t war hon lerc’h war ar ménésiou, lindagou hô deûz steñet d’é-omp enn distrô. BES.

20Spéred hor génou, ar C’hrist, ( dilennus) ét paket enn abek ( dilennus) g hon eûz lavaret ( dilennus) skeûd é vévimp ( dilennus) SIN.

21Trîd, hag en em laouéna, merc’h Édom, té péhini a choum é douar Hus: bétég enn-od é teûi ivé ar c’hôp; mezviet é vézi, ha lékéat enn noaz. THAU.

22Peûr-gastizet eo da fallagriez, merc’h Sion; ann Aotrou n’az tizougô mui: amwéloud a rai da fallagriez, merc’h Édom; dizolei a rai da béc’héjou. ———— V. PENNAD Péden ar profed Jérémias.

← Keinvanoù 3Read In The App, Free →Keinvanoù 5 →

Study Keinvanoù 4

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345