Keinvanoù 4:5
Ar ré en em vagé gan̄t traou c’houék, a zô marvet er ruou; ar ré a zebré é-kreiz ar mouk, hô deûz briatéet ann teil. VAU.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 1:24Merc’hed Israel, gwélit war Zaül péhini a wiské ac’hanoc’h gan̄t tané é-kreiz ann dudiou, péhini a roé d’é-hoc’h diḻad aour évid en em gin̄kla.
Job 24:8D’ar ré a zô glépiet gan̄t glaô ar ménésiou, hag ô véza diwisk, en em guz dindân ar c’herrek.
Isaiah 3:16Hag ann Aotrou en deuz lavaret: O veza ma eo savet merc’hed Sion, ma hô deûz baléet ho gouzoug astennet, oc’h ôber arouésiou gan̄d hô daoulagad, ha gan̄d hô daouarn, ô valéa gan̄d évez, hag ô kerzout gan̄t rôgoni:
Isaiah 32:9Hé froudou a drôi é pég, hag hé boultr é soufr; hag hé douar é pég leskédik.
Jeremiah 9:21Râg ar vésérien hô deûz embréget enn eunn doaré diskian̄t, ha n’hô deûz két klasket ann Aotrou; dré-zé in̄t bét diboell, hag hô holl zén̄ved a zô bét skiñet.