Keinvanoù 5:1
Az péz koun, Aotrou, eûz ar péz a zô c’hoarvézet gan-é-omp: arvest ha gwél hon dismegan̄s.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Remember, O LORD, what is come upon us: consider, and behold our reproach.
In Context
2Hon digwéz a zô trôet d’ar ré eûz a vrô all, hag hon tiez d’ann diavésidi.
Cross References
Nehemiah 1:3Hag hî a lavaraz d’in: Ar ré a zô choumet goudé ar sklavérez, hag a choum c’hoaz er vrô, a zô enn eur c’hlac’har vrâz, hag enn eunn dismégan̄s vrâz; mûr Jéruzalem a zô freûzet, hag hé fersier a zô bét dévet gan̄d ann tân.
Nehemiah 4:4Sélaou, hon Doué, râk goap a réer ac’hanomp (T); trô ann dismégan̄s war hô fenn, ha laka anézhô da véza goapéet é douar hô sklavérez.
Job 10:9Az péz koun, mé az péd, pénaoz éc’h eûz va gréat ével eul léstr pri, ha pénaoz em likii da drei é poultr.
Psalms 74:10Bété pégeit, ô Doué, é teûiô ann énébour d’az tamallout; hag héga a rai-hén̄ da hanô da-vikenn?
Psalms 79:4Da vézégez vrâz omp deûet dirâg hon amézéien; ha da c’hoab ha da zismégan̄s évid ar ré a zô enn-drô d’é-omp.
Psalms 89:50Az péz koun, Aotrou, eûz ann dismégan̄s hô deûz gréat kalz brôadou d’as servicherien, hag em eûz dalc’het em askré;