The Bible Software
Keinvanoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Keinvanoù 5

1Az péz koun, Aotrou, eûz ar péz a zô c’hoarvézet gan-é-omp: arvest ha gwél hon dismegan̄s.

2Hon digwéz a zô trôet d’ar ré eûz a vrô all, hag hon tiez d’ann diavésidi.

3Da emzivaded omp deûet hép tâd, ével in̄tan̄vézed eo hor mammou.

4Hon dour a évemp gan̄t arc’han̄t; kér é paéemp hor c’heûneûd.

5Béc’hiet eo bét hor chouk, hép rei éhan d’ar ré a ioa skuiz.

6Ann dourn hon eûz rôet d’ann Éjiptianed ha d’ann Assiried, évit kaout hor gwalc’h a vara.

7Hon tadou hô deûz péc’het, ha n’in̄t mui; ha nî a zoug poan hô fallagriézou.

8Sklaved hô deûz aotrouniet war-n-omp: ha n’eûz bét dén évid hon dieûbi eûz hô daouarn.

9Mon̄d a réomp da glask bara évid-omp, dirâg ar c’hlézé, é gwall hor buez, enn distrô.

10Hor c’hroc’hen a zô deûet du ével eur fourn, gan̄d garvder ann naoun.

11Gwallet hô deûz ar c’hragez é Sion, hag ar plac’hed-iaouan̄k e keriou Juda.

12Ar brin̄sed hô deûz krouget gan̄d hô daouarn hô-unan; n’hô deûz két doujet dremm ar ré gôz.

13Gwall-c’hréat hô deûz é-ken̄ver ar baotred-iaouan̄k: hag ar vugalé a zô bét diskaret dindân ar c’hoat.

14N’eûz mui a dûd kôz é-tal ar persier, nag a dûd iaouan̄k é strolladou ar ganérien.

15Diaézet eo lévénez hor c’haloun; hor c’hanaouennou a zô trôet é keinvanou.

16Kouézet eo ar gurunen diwar hor penn: gwâ nî, râk péc’het hon eûz.

17Râk-sé eo deûet trist hor c’haloun, dré- zé eo tévaléet hon daoulagad;

18O véza ma eo bét dispennet ménez Sion, ha ma réd al lern dré-z-han̄.

19Hôgen té, Aotrou, a badô da-vikenn; da drôn a choumô a rumm é rumm.

20Pérâg éc’h an̄kounac’hii-dé ac’hanomp da-vikenn, hag é tilézi-dé ac’hanomp a-héd eûl lôd brâz a zeisiou?

21Distrô ac’hanomp, Aotrou, étrézég enn-od, hag é tistrôimp; névez hon deisiou ével er penn-ken̄ta.

22Hôgen hon distolet éc’h eûz pell; brâz eo da frouden enn hon énep. ↑ Ar Bibl Santel (Gwilh ar C’hoad): An hini a rea deomp dialani, eoliet an Aotrou, a zo bet kemeret en ho foullou; hen a behini e lavaremp: Ni a vevo dindan e skeud en-touez ar broadou.

← Keinvanoù 4Read In The App, Free →Ezekiel 1 →

Study Keinvanoù 5

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345