Leviegezh 1:4
Lakaad a rai hé zourn war benn ann hostiv, péhini a vézô digéméret, hag a vézô da ziskarg d’ézhan̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 3:8É lakai hé zourn war benn hé viktim, a vézô lazet é-tâl dôr tabernakl ann désténi: ha mipien Aaron a skuḻô hé c’hoad war-drô ann aoter.
Leviticus 4:4Hag ô véza hé gaset é-tâl dôr tabernakl ann désténi dirâg ann Aotrou, é lakai hé zourn war benn al leûé, hag é lazô anézhan̄ d’ann Aotrou.
Leviticus 4:20Ober a rai eûz al leûé-zé, ével ma en deûz gréat eûz al leûé all ken̄toc’h; hag ar bélek ô pédi évit-hô, ann Aotrou a vézô trugarézuz enn hô c’hén̄ver.
Leviticus 4:26Hag hén̄ a zevô al lard war ann aoter, ével ma eo ar boaz da ôber évid ar viktimou a béoc’h; hag ar bélek a bédô évit han̄, hag évid hé béc’hed, hag é vézô distolet d’ézhan̄.