The Bible Software
Leviegezh · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Leviegezh 1

1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 114-148) ◄ Ann Ekzod Al Lévitik Ann Nivérou ► AL LÉVITIK. ———— I. PENNAD. Lézennou ar sakrifisou-losk, évid ann éjenned, évid ann dén̄ved hag ar gevr; évid ann evned. 1 Hôgen ann Aotrou a c’halvaz Moizez eûz ann tabernakl a désténi, ô lavarout:

2Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô: Pa gennigô eur ré ac’hanoc’h d’ann Aotrou eunn hostiv loéned, da lavaroud eo éjenned pé dén̄ved a lazô;

3Mar d-eo hé gennig eur sakrifiz-losk, ha mar d-eo eunn éjenn, é kennigô eur par dinam oud dôr tabernakl ann désténi, évit lakaad ann Aotrou da véza trugarézuz enn hé gén̄ver.

4Lakaad a rai hé zourn war benn ann hostiv, péhini a vézô digéméret, hag a vézô da ziskarg d’ézhan̄.

5Hag hén̄ a lazô al leûé dirâg ann Aotrou, hag ar véleien, mipien Aaron, a gennigô hé c’hoad, ô skuḻa anézhan̄ war-drô d’ann aoter a zô é-tâl dôr ann tabernakl.

6Goudé béza digroc’hennet ann hostiv, é trouc’hin̄t hé izili a dammou.

7Hag hî a lakai ann tân dindân ann aoter, goudé béza araok aozet ar c’heuneûd.

8Lakaad a rain̄t war-c’horré ann izili a vézô bét trouc’het, da lavaroud eo ar penn, ha kémen̄d a zalc’h oud ann avu,

9Goudé béza gwalc’het gan̄d dour ar bouzellou hag ann treid; hag ar bélek hô devô war ann aoter, ével eur sakrifiz-losk hétuz d’ann Aotrou gan̄d hé c’houés.

10Mar kennig eul loen all, da lavaroud eo eunn dan̄vad pé eur c’havr, é kennigô eur par dinam;

11Hag é lazô anézhan̄ dirâg ann Aotrou, é tû ann aoter a zell oud ann han̄ter-nôz; ha mipien Aaron a skuḻô hô goad trô-war-drô d’ann aoter;

12Hag hî a drouc’hô hô izili, hô fenn, ha kémen̄d a zalc’h oud ann avu; hag é likin̄t anézhô war ar c’heûneûd, dindân péhini é likiin̄t ann tân.

13Gwa1c’hi a rain̄t ar bouzellou hag ann treid gan̄d dour. Hag ar bélek a zevô war ann aoter ann holl draou gémennet, ével eur sakrifiz-losk, hag eunn dra a c’houés-vâd d’ann Aotrou.

14Hôgen mar béz kenniget d’ann Aotrou eur sakrifiz-losk gan̄d evned, gan̄t turzunelled, pé gan̄t koulmédigou,

15Ar béleg a gennigô anézhan̄ war ann aoter, hag ô véza trôed hé benn oud ar gouzouk, é rai eur gouli d’ézhan̄, hag é lakai ar goad da rédek out beven ann aoter.

16Teûrel a rai ann élaz hag ar plù é kichen ann aoter, war-zû ar sav-héol, el léach é péhini é tôleur peûr-vuia al ludu.

17Terri a rai hé ziou-askel héb hé zrouc’ha, hag héb hé ranna gan̄d houarn; hag hé zevi a rai war ann aoter, goudé béza lékéat ann tân er c’heûneûd. Eur sakrifiz-losk hag eur c’hennig eo, en deûz eur c’houés vâd dirâg ann Aotrou. ———— II. PENNAD. Sakrifiz bleûd. Sakrifiz bara.

← Ermaeziadeg 40Read In The App, Free →Leviegezh 2 →

Study Leviegezh 1

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627