Leviegezh 1:7
Hag hî a lakai ann tân dindân ann aoter, goudé béza araok aozet ar c’heuneûd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6Goudé béza digroc’hennet ann hostiv, é trouc’hin̄t hé izili a dammou.
Cross References
Leviticus 9:24Hag eunn tân a zeûaz eûz ann Aotrou, hag a zevaz ann hostiv-losk, hag al lard a ioa war ann aoter. Pa wélaz ann holl bobl kémen̄t-sé, é veûlchon̄t ann Aotrou oc’h en em deûrel war hô génou. ———— X. PENNAD. Mipien Aaron devet gan̄t tân ann én̄v. Ar gwin berzet d’ar véleien.
1 Chronicles 21:26Hag énô é savaz eunn aoter d’ann Aotrou, hag é kennigaz sakrifisou-losk hag hostivou a béoc’h, hag é c’halvaz ann Aotrou, péhini a zélaouaz anézhan̄ hag a gasaz tân eûz ann én̄v war aoter ar sakrifiz-losk.
Nehemiah 13:31Hag évit kennig ar c’heûneûd enn deisiou merket, hag évid ar préveûdiou. Az péz koun ac’hanoun, ô va Doué, enn da drugarez. Amen. LEVR TOBIAS. ———— I. PENNAD. Tobias a vir al lézen. Sével a ra hé vâb é doujan̄s Doué.