Leviegezh 9:24
Hag eunn tân a zeûaz eûz ann Aotrou, hag a zevaz ann hostiv-losk, hag al lard a ioa war ann aoter. Pa wélaz ann holl bobl kémen̄t-sé, é veûlchon̄t ann Aotrou oc’h en em deûrel war hô génou. ———— X. PENNAD. Mipien Aaron devet gan̄t tân ann én̄v. Ar gwin berzet d’ar véleien.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 6:13Hen-nez eo ann tân peûr-baduz, péhini na dlé bikenn mouga war ann aoter.
Numbers 14:5Moizez hag Aaron ô véza klevet kémen̄t-sé, en em strin̄kaz d’ann douar dirâg ann holl strollad eûz a vugalé Israel.
Numbers 23:21N’eûz kéd a idol é Jakob, ha na wéleur két a skeûden é Israel. Ann Aotrou hé Zoué a zô gan̄t-han̄ hag é kléveur enn hô zouez soun gounid hô roué.
Judges 13:19Manué a géméraz éta ar menn-gavr, hag ar braoued-kennig; hag é lékéaz anézhô war eur méan, oc’h hô c’henniga d’ann Aotrou péhini a ra burzudou: hogen hén̄ hag hé c’hrég a zellé.