Leviegezh 10:6
Ha Moizez a lavaraz da Aaron ha da Eléazar, ha da Itamar hé vipien: Na zizôlôit két hô penn, ha na rogit két hô tiḻad, gan̄d aoun na varvchac’h ha na zavché ar vuanégez war ann holl bobl. Ra wélô hô preûdeûr hag bobl dî Israel diwar-benn ann tân-gwall a zô bét c’houézet gan̄d ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 13:45En dévézô gwiskou disgri, hé benn enn noaz, hé zremm gôlôet gan̄d hé zaé; hag é c’harmô, ô lavarout pénaoz eo dic’hlan ha saotret.
Leviticus 21:10Ar Pon̄tif, da lavaroud eo, ar bélek brasa é-touez hé vreûdeûr, war benn péhini é vézô bét skuḻet éôl ar sakradur, ha daouarn péhini a vézô bét sakret évid ar vélégiez, hag a zô gwisket gan̄t gwiskaman̄chou san̄tel, na zizôlôi két hé benn, ha na rogô két hé ziḻad;
Numbers 5:18Ha pa en em zalc’hô ar c’hrég enn hé sâ dirâg ann Aotrou, é tizôlôi ar bélek hé fenn, hag é lakai war hé daouarn ar sakrifiz da zerc’hel sonch, ha kennig ann oaz; hôgen hén̄ a zalc’hô étre hé zaouarn ann doureier c’houérô-brâz war béré en deûz berniet ar vallosiou gan̄d argarzidigez.
Numbers 14:6Hôgen Jozué, mâb Nun, ha Kaleb, mâb Jéfoné, péré hô dôa ivé ardamézet ann douar-zé, a rogaz hô diḻad,
Numbers 16:41An̄trônôz holl strollad bugalé Israel a grôzaz a énep Moizez hag Aaron, ô lavarout: C’houi hoc’h eûz lazet pobl ann Aotrou.