The Bible Software
Leviegezh · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Leviegezh 10

1Neûzé Nadab hag Abiu, mipien Aaron, ô véza kéméret hô ézan̄souérou, a lékéaz enn-hô tân né oa két diwar ann aoter (M) hag ézan̄s war-c’horré, hag a gennigaz dirâg ann Aotrou ann tân-zé a ziavéaz; ar péz na oa két bét gourc’hémennet d’ézhô.

2Hag eunn tân deûet eûz a zirâg ann Aotrou, a zevaz anézhô, hag é varvchon̄t dirâg ann Aotrou.

3Ha Moizez a lavaraz da Aaron: Chétu pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou: San̄télet é vézinn er ré a dôsta ouz-in, ha meûlet é vézinn dirâg ann holl bobl. Aaron ô klevout kémen̄t-sé a davaz.

4Moizez ô véza galvet Misael hag Élisafan, mipien Oziel, éon̄tr Aaron, a lavaraz d’ézhô: Id ha tennit hô preûdeûr a zirâg ar san̄tuar, ha kasit-hô er-méaz eûz ar c’hamp.

5Mon̄d a réjon̄t râk-tâl, hag é kémerchon̄t anézhô enn doaré ma oan̄t gourvézet, hag hî gwisket gan̄d hô saéou lîn; hag é taolchon̄t anézhô er-méaz, ével ma oa bét gourc’hémennet d’ézhô.

6Ha Moizez a lavaraz da Aaron ha da Eléazar, ha da Itamar hé vipien: Na zizôlôit két hô penn, ha na rogit két hô tiḻad, gan̄d aoun na varvchac’h ha na zavché ar vuanégez war ann holl bobl. Ra wélô hô preûdeûr hag bobl dî Israel diwar-benn ann tân-gwall a zô bét c’houézet gan̄d ann Aotrou.

7Hôgen c’houi na zeûit két er-méaz eûz ann tabernakl; pé anéz é varvot: râg ôléô ar sakradur san̄tel a zô war-n-hoc’h. Hag hî a réaz ével m’en dôa gourc’hémennet Moizez.

8Ann Aotrou a lavaraz ivé da Aaron:

9Na évot két a wîn, nag a gémen̄t a hell mezvi, na c’houi nag hô mipien, pa’z éot é tabernakl ann désténi, gan̄d aoun na varchac’h: râg eur gourc’hémenn peûr-baduz eo enn hô rummou:

10Evit ma hô pézô ar skian̄t da anaout eunn dra zakr dioc’h eunn dra dizakr, eunn dra saotr dioc’h eunn dra dizaotr;

11Ha ma teskot da vugalé Israel va holl lézennou em eûz rôed d’ézhô, mé ann Aotrou, dré zourn Moizez.

12Neûzé Moizez a lavaraz da Aaron, ha da Éléazar, ha da Itamar, hé vipien, a oa choumet d’ézhan̄: Kémérid ar sakrifiz a zô choumet eûz a gennig ann Aotrou, ha debrit-hén̄ hép goell é-tâl ann aoter, ô véza ma eo eunn dra san̄tel-brâz.

13Hé zibri a réot el léac‘h san̄tel, ô véza ma eo bét rôed d’id ha d’az vipien eûz a gennigou ann Aotrou, ével ma eo bét gourc’hémennet d’in..

14Dibri a réod ivé té, da vipien ha da verc’hed, enn eul léac’h glân-brâz, ar poull-kaloun a zô bét kenniget, hag ar skoaz a zô bét lékéat a dû; râg eûz a hostivou péoc’huz bugalé Israel in̄t bét miret évid-od, hag évid da vipien;

15O véza ma hô deûz savet dirâg ann Aotrou ar skoaz, ar poull-kaloun hag al lard a zeveur war ann aoter, ha ma’z éo kémen̄t-sé d’id ha d’az vipien, dré eul lézen peûr-baduz, ével ma en deûz gourc’hémennet ann Aotrou.

16Koulskoudé Moizez péhini a glaské ar bouc’h a oa bét kenniget évid ar péc’hed, a gavaz é oa bét devet; hag ô véza savet droug enn-han̄ oud Éléazar hag Itamar, mipien Aaron, a oa choumet, é lavaraz:

17Pérâg n’hoc’h eûz-hu két debret el léac’h san̄tel hostiv ar péc’hed, a zô san̄tel-brâz, hag a zô bét rôed d’é-hoc’h, évit ma tougot fallagriez ar bobl, ha ma pédot évit-han̄ dirâg ann Aotrou:

18Pa eo gwîr pénaoz n’eo két bét douget eûz ar goâd-zé er san̄tuar, hag é tléfac’h dibri anézhan̄ el léac’h san̄tel, ével ma eo bét gourc’hémennet d’in?

19Hag Aaron a lavaraz: Ar viktim évid ar péc’hed a zô bét kenniget hiriô, hag ar sakrifiz-losk ivé dirâg ann Aotrou; hôgen c’hoarvézet eo gan-én̄ ar péz a wélit; pénaoz em bé-mé gellet dibri eûz ann hostiv-zé, pé plijout d’ann Aotrou el lidou, pa éma glac’haret va c’haloun?

20Pa glevaz Moizez kémen̄t-sé, é kavaz mâd hé zigarez. (r). ———— XI. PENNAD. Eûz ann anévaled c’hlân hag eûz ar ré zic’hlan.

← Leviegezh 9Read In The App, Free →Leviegezh 11 →

Study Leviegezh 10

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627