Leviegezh 21:10
Ar Pon̄tif, da lavaroud eo, ar bélek brasa é-touez hé vreûdeûr, war benn péhini é vézô bét skuḻet éôl ar sakradur, ha daouarn péhini a vézô bét sakret évid ar vélégiez, hag a zô gwisket gan̄t gwiskaman̄chou san̄tel, na zizôlôi két hé benn, ha na rogô két hé ziḻad;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 8:7É lékéaz d’ar bélek-brâz ar zaé lîn a-zindân, gan̄d ar gouriz war-c’horré; hag é lékéaz d’ézhan̄ ar zaé c’hlâz, hag ann éfod war-c’horré;
Leviticus 10:6Ha Moizez a lavaraz da Aaron ha da Eléazar, ha da Itamar hé vipien: Na zizôlôit két hô penn, ha na rogit két hô tiḻad, gan̄d aoun na varvchac’h ha na zavché ar vuanégez war ann holl bobl. Ra wélô hô preûdeûr hag bobl dî Israel diwar-benn ann tân-gwall a zô bét c’houézet gan̄d ann Aotrou.
Leviticus 16:32Hôgen ann dic’haouidigez-zé a vézô gréat gan̄d ar bélek a zô bét sakret, hag a zô bét sakret ivé hé zaouarn évit ma rai ar garg a vélék é léac’h hé dâd; hag é wiskô ar zaé lîn, hag ar gwiskaman̄chou san̄tel;
Numbers 35:25É vézô laosket ével eunn dén didamall, eûz a zourn ar ven̄jer, hag é vézô kaset adarré dré varn d’ar géar é péhini é oa bét tec’het; hag é choumô énô, kén na varvô ar Bélek-brâz a zô bét sakret gan̄d ann éôl san̄tel.