Leviegezh 13:6
Hag é sellô-pîz out-han̄ d’ar seizved dervez: ha mar d-eo tévaloc’h al lovren̄tez, ha ma n’eo két en em lédet war ar c’hroc’hen, é tiskleriô anézhan̄ glân, râg ar gâl eo; ann dén-zé a walc’hô hé ziḻad, hag a vézô glân.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 11:25Ha mar d-eo réd d’ézhan̄ dougen eur ré eûz ann anévaled-zé, hag hî marô, é walc’hô hé ziḻad, hag e vézô dic’hlan bété kûs-héol.
Leviticus 11:40Néb a zébrô eûz anézhan̄ pé hé zougô, a walc’hô hé ziḻad, hag a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
Leviticus 14:8Ha pa en dévézô ann dén gwalc’het hé ziḻad, é touzô ann holl vléô eûz hé gorf, hag en em walc’hô gan̄d dour: hag ô véza karzet ével-sé, éz ai er c’hamp, enn hévélep doaré koulskoudé ma choumô seiz dervez er-méaz eûz hé delt;
Psalms 19:12Piou a anavez hé wallou? Glân ac’hanoun eûz ar ré a zô kuzet ennoun.
Ecclesiastes 7:20Ar furnez a gréva ann dén fûr dreist dék prin̄s eur géar.