Leviegezh 13
1Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez hag Aaron, ô lavarout:
2Ann dén, é kroc’hen pé é kîk péhini é vézô savet eunn dishévélédigez, pé eur glôgôren, pé eunn dra luc’huz-bennâg, da lavaroud eo gouli al lovren̄tez, hen-nez a vézô kaset d’ar bélek Aaron; pé da unan eûz hé vipien.
3Mar gwél ar bélek pénaoz éma al lovren̄tez war ar c’hoc’hen, pénaoz ar bléô a zô trôet é liou gwenn, pénaoz al léc’hiou é péré éma al lovren̄tez a zô diouc’h doaré dounoc’h égéd ar c’hoc’hen hag ar c’hîg all; gouli al lovren̄tez eo, ha kas a rai ann dén diouc’h ar ré all.
4Hôgen ma éz eûz eur gwender luc’huz war ar c’hroc’hen, ma ne két dounoc’h égéd ar c’hîg all, ha mar d-eo ar bléô eûz al liou ken̄t, ar bélek a zerrô anézhan̄ é-pâd seiz dervez.
5Hag é sellô-pîz out-han̄ d’ar seizved dervez; ha ma né két kresket al lovren̄tez, ha ma n’eo két en em lédet dounoc’h er c’hoc’hen, é serrô c’hoaz anézhan̄ é-pâd seiz dervez.
6Hag é sellô-pîz out-han̄ d’ar seizved dervez: ha mar d-eo tévaloc’h al lovren̄tez, ha ma n’eo két en em lédet war ar c’hroc’hen, é tiskleriô anézhan̄ glân, râg ar gâl eo; ann dén-zé a walc’hô hé ziḻad, hag a vézô glân.
7Goudé ma eo bét gwélet gan̄d ar bélek, ha diskleriet glân gan̄t-han̄, mar teû adarré al lovren̄tez da greski, é vézô c’hoaz digaset d’ar bélek,
8Hag é vézô barnet ével dic’hlan.
9Pa vézô gouli al lovren̄tez war eunn dén, é vezô digaset d’ar bélek;
10Hag hén̄ a zellô-pîz out-han̄. Mar d-eo gwenn liou ar c’hroc’hen, ha mar d-eo trôet doaré ar bléô, ha mar gwéleur ivé ar c’hik béô;
11Eul lovren̄tez kôz-brâz ha kinviet er c’hroc’hen é vézô barnet; râk-sé ar bélek a ziskleriô anézhan dic’hlan, ha na zerrô két anézhan̄, ô véza ma eo eunn dic’hlanded anat.
12Hôgen ma réd al lovren̄tez é doaré bleûd war ar c’hoc’hen, ha mar gôlô ar c’hroc’hen holl adaleg ar penn bétég ann treid é kémen̄d a zô é gwél;
13Ar bélek a zellô pîz out-han̄, hag a varnô pénaoz al lovren̄tez-zé a zô glân-brâz, ô véza ma eo holl trôed é gwenn; ha dré-zé ann dén a vézô glân.
14Hôgen pa vézô gwélet ar c’hik béô enn-han̄;
15Neûzé é vézô disklériet dic’hlan gan̄d ar bélek, ha lékéat é-touez ar ré zic’hlan; râk mar-d-eo mesket ar c’hik béô gan̄t lovren̄tez, eo dic’hlan.
16Mar teû adarré da drei é gwenn, ha mar gôlô ann dén holl;
17Ar bélek a zellô pîz out-han̄, hag a ziskleriô anézhan̄ glan.
18Pa vézô bét é kîk pé é kroc’hen eur ré eur gouli-linek, hag a vézô bét paréet;
19Ha mar gwéleur eur gleizen wenn, pé demc’hell el léac’h ma édô ar gouli, é vésô digaset ann dén d’ar bélek;
20Péhini pa wélô pénaoz al lovren̄tez a zô dounoc’h égéd ar c’hîg all, ha pénaoz ar bléô a zô trôed e gwenn, a ziskleriô anézhan̄ dic’hlan; râg gouli al lovren̄tez eo a zô tarzet er gouli-linek.
21Mar d-eo ar bléô eûz al liou ken̄t, hag ar gleizen demzén̄val, ha ma né kéd hou-man̄ dounoc’h égéd ar c’hîg all, ar bélek a zerrô anézhan̄ é-pâd seiz dervez.
22Ha mar teû ann drouk da greski, é tiskleriô pénaoz eo al lovren̄tez.
23Hôgen mar choum enn hé léac’h, kleizen ar gouli-linek n’eo kén, hag ann dén a vézô disklériet glân.
24Mar d-eo bét devet eunn dén enn hé gîk pé enn hé groc’hen, ha pa vézô paréet, mar teû ar gleizen da véza gwenn pé rouz:
25Ar bélek a zellô pîz out-hi; ha mar gwél pénaoz eo trôet é gwenn, ha pénaoz en em gav dounoc’h égéd ar c’hroc’hen all; é tiskleriô anézhi dic’hlan, ô véza ma eo tarzet gouli al lovren̄tez er gleizen.
26Ma né két kemmet liou ar bléô, ha ma né két dounoc’h léac’h ar gouli égéd ar c’hig all, ha mar d-eo demdén̄val doare al lovren̄tez, ar bélek a zerrô anézhan̄ é-pâd seiz dervez;
27Hag er seizved deiz, é sellô pîz out-han̄. Mar kresk al lovren̄tez war ar c’hroc’hen, é tisklériô anézhan̄ dic’hlan.
28Hôgen mar choum al liou gwenn enn hé léac’h, ha mar teû demzéval, gouli ann devadur eo, ha dré-zé é vézô disklériet glân, ô véza ma eo kleizen eunn devadur.
29Mar sâv al lovren̄tez war benn eur goaz pé eur vaouez, pé é barô eur goaz, ar bélek a zellô pîz out-hô;
30Ha mar d’eo dounoc’h al léac’h-zé égéd ar c’hîg all, mar d-eo mélen ar bléô, ha moanoc’h égéd diagen̄t, ar bélek a ziskleriô anézhan̄ dic’hlan, ô véza ma eo lovren̄tez ar penn hag ar barô.
31Hôgen mar gwél pénaoz léac’h ar gouli a zô kévatal d’ar c’hîk a zô war-drô, ha mar d-eo dû ar bléô, é serrô anézhan̄ é-pâd seiz dervez;
32Hag er seizved deiz é sellô out-han̄. Ma né két kresket ar gouli, mar d-eo choumet ar bléô enn hô liou, ha mar d-eo léac’h ar gouli kévatal d’ar c’hîg all,
33É vézô touzet ann dén, néméd léac’h ar gouli, hag é vézô serret é-pâd seiz dervez all.
34Er seizved deiz, mar gwél ar bélek pénaoz eo choumet ar gouli enn hé léac’h, ha pénaoz né két dounoc’h égéd ar c’hîg all, é tisklériô anézhan̄ glân; ha goudé m’eo dévézô gwalc’het é ziḻad, é vézô glân.
35Hôgen goudé ar glanérez, mar teû c’hoaz ar merk da greski war ar c’hroc’hen,
36Na glaskô mui mar d-eo kemmet ar bléô é liou mélen, rak dic’hlan anat eo.
37Hôgen mar choum ar merk héb en em astenna, ha mar d-eo dû ar bléô, éc’h anavézô pénaoz eo paréet ann dén, hag é tisklériô distak pénaoz eo glân.
38Mar gwéleur eo gwenn kroc’hen eur goaz pé eur vaouez,
39Ar bélek a zellô pîz out-hô: ha ma anavez pénaoz eo demzéval ar merk gwenn a wéleur war ar c’hoc’hen, ra wézô pénaoz n’eo kéd al lovren̄tez, hôgen eur merk a liou gwenn, ha pénaoz eo glân ann dén.
40Ar goaz eûz a benn péhini é kouéz bléô, a zô moal ha glân:
41Ha mar kouéz ar bléô diwar ann tâl, eo tâl-voal ha glân.
42Hôgen mar tarz eur merk gwenn pé c’hell war hé benn-voal pé war hé dâl-voal,
43Pa en dévézô hé wélet ar bélek, é varnô anézhan̄ héb-arvar évid al lovren̄tez a zô savet er moalder.
44Piou-bennâg éta a vézô saotret gan̄d al lovren̄tez, hag a vézô lékéad a dû dré varnédigez ar bélek,
45En dévézô gwiskou disgri, hé benn enn noaz, hé zremm gôlôet gan̄d hé zaé; hag é c’harmô, ô lavarout pénaoz eo dic’hlan ha saotret.
46É-keid amzer ma vézô lovr ha dic’hlan, é choumô hé-unan er-méaz eûz ar c’hamp.
47Mar d-éma al lovren̄tez enn eur zaé c’hloan pé lîn,
48Er steûen pé enn anneûen, pé enn eur c’hroc’hen, pé enn eunn dra gréat gan̄t krec’hin;
49Mar d-eo saotret gan̄t namou gwenn pé c’hell, é vézô kéméret ével eul lovren̄tez, ha diskouézet d’ar bélek;
50Péhini goudé béza sellet pîz, a zerrô anézhi é-pâd seiz dervez.
51Hag er seizved deiz, é sellô pîz adarré oud ar zaé; ha ma anavez pénaoz eo kresket ann namou, eul lovren̄tez kinviet eo; barna a rai pénaoz ann diḻad-zé ha kément trâ é péhini é vézô kavet namou, a zô saotret.
52Ha râk-sé é vézin̄t dévet enn tân.
53Mar gwél ar bélek pénaoz né két kresket ann namou,
54É c’hourc’hémennô gwalc’hi ar péz é péhini éma al lovren̄tez hag é serrô anézhan̄ é pâd seiz dervez all.
55Ha mar gwél pénaoz né két distrôet d’hé gen̄ta zoaré, pétrâ-bennâg né két kresket al lovren̄tez, é varnô ar zaé-zé dic’hlan, hag é loskô anézhi gan̄d ann tân, ô véza ma eo éat al lovren̄tez enn hé gorré, pé enn-hi holl.
56Hôgen mar deo tévaloc’h léac’h al lovren̄tez, goudé ma eo bét gwalc’het ar zaé, ar bélek hé rogô, hag hé rannô diouc’h ar zaé.
57Hôgen goudé-zé mar béz gwélet eul lovren̄tez gwâk ha mon̄d-don̄t el lec’hiou péré a oa dinam ken̄t, é tlé béza losket holl gan̄d ann tân.
58Mar z-a kuît ann namou, ar bélek a walc’hô eunn eil wéach ar péz a zô glân, hag é vézô glanet.
59Chétu énô lézen al lovren̄tez é-ken̄ver ann diḻad pé a c’hloan, pé a lin, eûz ar steûen pé eûz ann anneûen, pé é kémen̄t a zô gréat gan̄t krec’hin; ma vézô gwézet pé é vézin̄t glân pé dic’hlan. ———— XIV. PENNAD. Glanérez eunn dén lovr, hé dî hag hé ziḻad.