Leviegezh 14:8
Ha pa en dévézô ann dén gwalc’het hé ziḻad, é touzô ann holl vléô eûz hé gorf, hag en em walc’hô gan̄d dour: hag ô véza karzet ével-sé, éz ai er c’hamp, enn hévélep doaré koulskoudé ma choumô seiz dervez er-méaz eûz hé delt;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 8:6Ha neûzé é tiskouézaz Aaron hag hé vipien. Ha goudé m’en dôé hô gwalc’het,
Leviticus 11:25Ha mar d-eo réd d’ézhan̄ dougen eur ré eûz ann anévaled-zé, hag hî marô, é walc’hô hé ziḻad, hag e vézô dic’hlan bété kûs-héol.
Leviticus 13:6Hag é sellô-pîz out-han̄ d’ar seizved dervez: ha mar d-eo tévaloc’h al lovren̄tez, ha ma n’eo két en em lédet war ar c’hroc’hen, é tiskleriô anézhan̄ glân, râg ar gâl eo; ann dén-zé a walc’hô hé ziḻad, hag a vézô glân.
Leviticus 14:20Hag hel lakai war ann aoter, gan̄d hé braoued-kennig, hag ann dén a vézô karzet hervez al lézen.
Numbers 5:2Lavar da vugalé Israel kâs-kuît eûz hô c’hamp ann holl lovreien, ha néb a laoskô da rédek hé sper, ha néb a vézô en em zaotret gan̄d eur c’horf marô;