Leviegezh 14:10
Enn eizved deiz é kémérô daou oan dinam, hag eunn dan̄vad bloaz dinam ivé, ha tri dékved flour-bleûd gwiniz ar sakrifiz, glébiet gan̄d éôl hag ouc’h-penn eur chopinad éôl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 1:10Mar kennig eul loen all, da lavaroud eo eunn dan̄vad pé eur c’havr, é kennigô eur par dinam;
Leviticus 2:11Kémen̄t sakrifiz a vézô kenniget d’ann Aotrou, a vézô gréat hép goell, râk na vézô devet nétrâ gan̄t goell pé gan̄t mél d’ann Aotrou.
Leviticus 4:32Mar kennig évid ar péc’hed eur viktim é-touez ann dén̄ved, é kémérô eunn dan̄vad dinam.
Leviticus 14:12É kémérô unan eûz ann ein, hag é kennigô anézhan̄ évid ann drouk, gan̄d ar chopinad éôl; hag ô véza hô c’henniget holl dirâg ann Aotrou,
Leviticus 14:21Mar d-eo paour, ha ma na hell két kaout ar péz a zô lavaret, é kémérô eunn oan a vézô kenniget évid ann drouk, évit ma pédô ar bélek évit-han̄, hag ann dékved lôden eûz a vleûd glân glépiet gan̄d éôl évid eur sakrifiz, hag eur chopinad éôl,