Leviegezh 14
1Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout:
2Chétu al lid a vézô gréat évid ann dén lovr, pa vézô lékéat glan; digaset é vézô d’ar bélek;
3Hag hé-man̄ ô véza éat er-méaz eûz ar c’hamp, hag ô véza anavézet pénaoz eo éat al lovren̄tez digan̄t-han̄,
4A c’hourc’hémennô d’ann hini a dlé béza glanet, kenniga évit-han̄ daou c’holvan béô, a zô aotréet hô dibri, ha koat sedr, ha tané, ha sikadez.
5Gourc’hémenni a rai c’hoaz laza unan eûz ar golvaned enn eul léstr prî war zour réd;
6Hag é soubô ar golvan all a zô béô, gan̄d ar c’hoat sedr, hag ann tané, hag ar sikadez, é goâd ar golvan a vézô bét lazet;
7Hag é sparfô gan̄t-han̄ seiz gwéach ann hini a dlé béza glanet, évit ma vézô karzet hervez al lézen; hag ê laoskô ar golvan béô, évit ma nijô dré ar parkéier.
8Ha pa en dévézô ann dén gwalc’het hé ziḻad, é touzô ann holl vléô eûz hé gorf, hag en em walc’hô gan̄d dour: hag ô véza karzet ével-sé, éz ai er c’hamp, enn hévélep doaré koulskoudé ma choumô seiz dervez er-méaz eûz hé delt;
9Hag er seizved dervez é touzô bléô hé benn, hag hé varô, hag hé c’hourennou, hag holl vléô hé gorf; hag ô véza c’hoaz gwalc’het hé ziḻad, hag hé gorf,
10Enn eizved deiz é kémérô daou oan dinam, hag eunn dan̄vad bloaz dinam ivé, ha tri dékved flour-bleûd gwiniz ar sakrifiz, glébiet gan̄d éôl hag ouc’h-penn eur chopinad éôl.
11Ha pa en dévézô ar bélek péhini a garz ann dén-zé, hé genniget gan̄d ann holl draou-zé dirâg ann Aotrou é dôr tabernakl ann desténi,
12É kémérô unan eûz ann ein, hag é kennigô anézhan̄ évid ann drouk, gan̄d ar chopinad éôl; hag ô véza hô c’henniget holl dirâg ann Aotrou,
13É lazô ann oan, el léac’h ma lazeur peûrvuia ann hostiv évid ar péc’hed hag ann hostiv-losk, da lavaroud eo el léac’h san̄tel. Râg ann hostiv évid ann drouk, kerkouls hag ann hini évid ar péc’hed a zô d’ar bélek; ha san̄tel brâz eo.
14Hag ar bélek ô kémérout eûz a c’hoad ann hostiv a zô bét lazet évid ann drouk, a lakai eûz anézhan̄ war benn skouarn zéou ann hini a zô karzet, ha war veûdou hé zourn déou hag hé droad déou;
15Hag é lakai eûz ar chopinad éôl enn hé zourn kleiz,
16Hag é soubô bîz hé zourn déou enn-hî, hag é sparfô gan̄t-hî séiz gwéach dirâg ann Aotrou.
17Hag é skuḻo ann éol a choumô a zilerc’h (T) enn hé zourn kleiz, war benn skouarn zéou ann hini a zô karzet, ha war veûd hé zourn déou, ha war veûd hé droad déou, war béré ar goâd a zô bét skuḻet évid ann drouk,
18Ha war benn ann dén.
19Hag é pédô ar bélek évit-han̄ dirâg ann Aotrou, hag é rai ar sakrifiz évid ar péc’hed; neûzé é lazô ar viktim-losk,
20Hag hel lakai war ann aoter, gan̄d hé braoued-kennig, hag ann dén a vézô karzet hervez al lézen.
21Mar d-eo paour, ha ma na hell két kaout ar péz a zô lavaret, é kémérô eunn oan a vézô kenniget évid ann drouk, évit ma pédô ar bélek évit-han̄, hag ann dékved lôden eûz a vleûd glân glépiet gan̄d éôl évid eur sakrifiz, hag eur chopinad éôl,
22Ha diou durzunel, pé diou goulmik a béré é vézô unan évid ar péc’hed, hag ébén évid ar sakrifiz-losk;
23Hag enn eizved deiz eûz hé c’hlanérez é kennigô anézhô d’ar bélek, é tâl tabernakl ann desténi, dirâg ann Aotrou.
24Hag ar bélek ô kémérout ann oan évid ann drouk hag ar chopinad éôl, hô gorréô war-eunn-drô;
25Hag ô véza lazet ann oan, é lakai eûz he c’hoad war benn skouarn zéou ann hini a zô karzet, ha war veûd hé zourn déou, ha war veûd hé droad déou.
26Hôgen skuḻa a rai lôd eûz ann éôl enn hé zourn kleiz;
27Hag ô véza soubet enn-hi bîz hé zourn déou, é sparfô seiz gwéach dirâg ann Aotrou:
28É lakai eûz anézhi war benn skouarn zéou ann hini a zô karzet, ha war veûd hé zourn déou, ha war veûd hé droad déou, é léac’h ma oa bét skuḻet ar goâd évid ann drouk, (M).
29Hôgen lakaad a rai war benn ann hini a zô karzet, ann dilerc’h eûz ann éôl a zô enn hé zourn kleiz, évit ma lakai ann Aotrou da véza trugarézuz enn hé gén̄ver.
30Kenniga a rai ivé eunn durzunel pé eur goulmik,
31Unan évid ann drouk, hag ébén évid ar sakrifiz-losk, gan̄d hé braoued-kennig.
32Hen-nez eo sakrifiz ann dén lovr, péhini na hell két kaout kémen̄d a zô dléet évid ar glanérez.
33Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez hag Aaron, ô lavarout:
34Pa viot éat é douar Kanaan, a rôinn d’é-hoc’h é kers, mar béz gouli al lovren̄tez enn eunn tî-bennâg,
35Perc’hen ann tî a iélô da gaout ar bélek, hag a lavarô d’ézhan̄: Mé a gréd éma al lovren̄tez em zî.
36Neûzé ar bélek a c’hourc’hémennô digas er-méaz kémend a zô enn tî, abarz m’az ai ébarz, ha ma wélô ma éma al lovren̄tez enn-han̄, gan̄d aoun na zeûfé da véza dic’hlan kémen̄d a zô enn tî. Goudé éz ai ébarz da wélout mar d-éma al lovren̄tez enn tî.
37Ha mar gwél war ar môgériou, ével toullouigou diforc’het gan̄t namou disliv pe demruz, ha dounoc’h égéd ann dilerc’h,
38É teûi er-méaz eûz a zôr ann tî, hag é serrô anézhan̄ râk-tâl é-pâd seiz dervez.
39Hag ô véza distrôet d’ar seizved dervez, ar bélek a zellô pîz oud ann tî; ha mar gwél é vézô kresket al lovren̄tez,
40É c’hourc’hémennô tenna ar vein é péré é vézô al lovren̄tez hag hô zeûrel er-méaz eûz a géar enn eul léac’h dic’hlan;
41Graka ann tî hé-unan enn diabars trô-war-drô, ha teûrel ar poultr eûz ar grakérez er-méaz eûz a géar enn eul léac’h dic’hlan;
42Lakaat mein all é léac’h ar ré a vézô bét tennet, ha pria ann ti gan̄t prî all.
43Hôgen goudé ma vézô tennet ar vein, goudé ma vézô graket ar poultr, ha priet ann ti gan̄t prî all;
44Pa zeûi ar bélek ébarz, mar gwél eo distrôet al lovren̄tez, hag éz eo gôlôet ar môgériou gan̄t nammou; eul lovren̄tez kinviet eo, hag ann tî a zô dic’hlan.
45Diskaret é vézô râk-tâl, hag ar vein anézhan̄, ar c’hoat hag ar poultr holl a vézô taolet er-méaz eûz a géar enn eul léach dic’hlan.
46Néb a iélô enn ti-zé pa vézô bét serret, a vézô dic’hlan bétég ar pardaez.
47Ha néb a gouskô enn-han̄, hag a zebrô eunn dra-bennâg, a walc’hô hé ziḻad.
48P’az ai ar bélek enn ti, mar gwél pénaoz né két kresket al lovren̄tez enn-han̄, goudé ma eo bét priet a-névez, é c’hlanô anézhan̄ évit béza deûet iac’h;
49Hag évid hé c’hlana é kémérô daou c’holvan, ha koat sedr, ha tané, ha sikadez:
50Hag ô véza lazet unan eûz ar golvaned enn eul léstr prî, war zour réd,
51É kémérô ar c’hoat sedr, hag ar sikadez, hag ann tané, hag ar golvan béô, hag hô soubô holl é goâd ar golvan a zô bét lazet, hag enn dour réd, hag é sparfô seiz gwéach ann tî;
52Hag hén̄ a c’hlanô anézhan̄ é goâd ar golvan lazet, hag enn dour réd, hag er golvan béô, hag er c’hoat sedr, hag er sikadez, hag enn tané.
53Ha pa en dévézô laosket ar golvan béô da nija er parkéier, é pédô évid ann tî, hag é vézô glanet hervez al lézen.
54Houn-nez eo al lézen diwar-benn ann holl lovren̄tésiou, hag ann holl vlon̄sou;
55Ha lovren̄tez ann diḻad hag ann tiez;
56Hag ar c’hleizennou, hag ar porbolennou, hag ann nammou luc‘huz, hag ann holl livou dishen̄vel;
57Evit ma vézô gellet anaout mar d-eo glân pé dic’hlan eunn dra. ———— XV. PENNAD. Dic’hlanded ar goâz hag ar vaouez.