Leviegezh 14:21
Mar d-eo paour, ha ma na hell két kaout ar péz a zô lavaret, é kémérô eunn oan a vézô kenniget évid ann drouk, évit ma pédô ar bélek évit-han̄, hag ann dékved lôden eûz a vleûd glân glépiet gan̄d éôl évid eur sakrifiz, hag eur chopinad éôl,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
20Hag hel lakai war ann aoter, gan̄d hé braoued-kennig, hag ann dén a vézô karzet hervez al lézen.
Cross References
Leviticus 5:7Hôgen ma na hell két kenniga eûz hé dropel, kenniget d’ann Aotrou diou durzunel, pé diou goulmik, unan évid ar péc’hed, hag ébén ével eur c’hennig-losk.
Leviticus 12:8Ma na gâv két hé dourn kémen̄t-sé, ha ma na hell két kenniga eunn oan, é kémérô diou durzunel, pé diou goulmik, unan évid ar sakrifiz-losk, hag ébén évid ar péc’hed: hag ar béleg a bédô évit-hi, hag hî a vezô glanet ével-sé. XIII. PENNAD. Lézen diwar-benn al lovren̄tez.
Proverbs 17:5Néb a zispriz ar paour, a gunuc’h hé grouer; ha néb en em laouénai eûz a goll eunn all, na choumô két digastiz.
Luke 6:20Hag hén̄ ô véza savet hé zaoulagad war hé ziskibled, a lavaras: Euruz oc’h, c’houi péré a zô paour, râk rouan̄télez Doué a zô d’é-hoc’h.