Leviegezh 16:27
Kaset é vézô er-méaz eûz ar c’hamp al leûé hag ar bouc’h a vézô bét lazet évid ar péc’hed, hag a vézô bét douget hô goâd er san̄tuar, évit ma vézô sévénet ann dic’haouidigez; hag é vézô devet enn tân ar c’hoc’hen, ar c’hîg hag ar beûzel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 4:12Hag ann dilerc’h eûz ar c’horf, é kasô anezhô er-méaz eûz ar c’hamp, enn eul léac’h glân, é péléac’h é tôleur peûrvuia al ludu; hag hén̄ hô devô war eur bern keûneûd, a loskô el léac’h ma véz taolet al ludu.
Leviticus 6:11É laoskô hé gen̄ta wiskaman̄chou, hag ô véza lékéat gwiskaman̄chou all, é tougô al ludu er-méaz eûz ar c’hamp, hag é peûr-zevô anézhan̄ enn eul léac’h glân.
Leviticus 6:30E-kén̄ver ann hostiv a lazeur évid ar péc’hed, a béhini é tougeur ar goâd é tabernakl ann désténi évid ôber ann dic’haouidigez er san̄tuar, na vézô kéd debret, hôgen devet é vézô gan̄d ann tân. ———— VII. PENNAD. Eûz ann hostiv a béoc’h.