Leviegezh 4:12
Hag ann dilerc’h eûz ar c’horf, é kasô anezhô er-méaz eûz ar c’hamp, enn eul léac’h glân, é péléac’h é tôleur peûrvuia al ludu; hag hén̄ hô devô war eur bern keûneûd, a loskô el léac’h ma véz taolet al ludu.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 6:4O véza ken̄drec’het gan̄d hé béc’hed,
Leviticus 6:11É laoskô hé gen̄ta wiskaman̄chou, hag ô véza lékéat gwiskaman̄chou all, é tougô al ludu er-méaz eûz ar c’hamp, hag é peûr-zevô anézhan̄ enn eul léac’h glân.
Leviticus 8:17Hag hén̄ a zevaz al leûé er-méaz eûz ar c’hamp, gan̄d ar c’hroc’hen, hag ar c’hik, hag ar beûzel, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou.
Leviticus 16:27Kaset é vézô er-méaz eûz ar c’hamp al leûé hag ar bouc’h a vézô bét lazet évid ar péc’hed, hag a vézô bét douget hô goâd er san̄tuar, évit ma vézô sévénet ann dic’haouidigez; hag é vézô devet enn tân ar c’hoc’hen, ar c’hîg hag ar beûzel.
Numbers 15:35Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Voizez: Ra vézô lékéat d’ar marô ann dén-zé, ha ra vézô labézet gan̄t ann holl bobl er méaz eûz ar c’hamp.
Numbers 19:5Hag hén̄ hé loskô dirâg ann holl, ô tevi gan̄d ann tân kenn hé c’hroc’hen hag hé c’hîk, kenn hé goâd hag hé beûzel.