Leviegezh 16:32
Hôgen ann dic’haouidigez-zé a vézô gréat gan̄d ar bélek a zô bét sakret, hag a zô bét sakret ivé hé zaouarn évit ma rai ar garg a vélék é léac’h hé dâd; hag é wiskô ar zaé lîn, hag ar gwiskaman̄chou san̄tel;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
31Rak sabbat ann éhan eo, hag é c’hlac’harot hoc’h énéou gan̄d eul lid peûr-baduz.
Cross References
Leviticus 4:5Kéméroud a rai ivé eûz a c’hoad al leûé, hag é tougô anézhan̄ é tabernakl ann désténi.
Leviticus 16:4Eur zaé lîn a wiskô, gôlei a rai gan̄t bragou lîn ar péz a dlé béza kuzet; eo em c’houriza a rai gan̄d eur gouriz lin; lakaad a rai war hé benn eur mitr lin; rag ar gwiskou-zé a zô san̄tel; hag hô lakaad a rai holl, goudé béza en em walc’het.