bible.software › Leviegezh › Leviegezh 16 › Leviegezh 16:33
Leviegezh 16:33
Hag hen̄ a zic’haouô ar san̄tuar, tabernakl ann desténi hag ann aoter; ar véléien ivé hag ar bobl holl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
And he shall make an atonement for the holy sanctuary, and he shall make an atonement for the tabernacle of the congregation, and for the altar, and he shall make an atonement for the priests, and for all the people of the congregation.
In Context
32Hôgen ann dic’haouidigez-zé a vézô gréat gan̄d ar bélek a zô bét sakret, hag a zô bét sakret ivé hé zaouarn évit ma rai ar garg a vélék é léac’h hé dâd; hag é wiskô ar zaé lîn, hag ar gwiskaman̄chou san̄tel;
34Hag ann dra-man̄ a vézô d’é-hoc’h eul lézen da virout bépréd, ma pédot eur wéach er bloaz évit bugalé Israel, hag évid hô holl béc’héjou. Moizez a reaz éta ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhan̄. ———— XVII. PENNAD. Doué a c’hourc’hémenn d’ann Israélited na rain̄t sakrifiz néméd da Zoué hép-kén, ha na zebrin̄t két a c’hoad.
Read all of Leviegezh 16
Cross References
Leviticus 16:11Goudé béza gréat kémen̄t-sé hervez ar gourc’hémenn, é kennigô al leûé; hag ô pidi évit-han̄ hé-unan hag évid he dî, é lazô anézhan̄.
Leviticus 16:18Hôgen pa vézô deûet er-méaz étrézég ann aoter a zô dirâg ann Aotrou, ra bédô évit-han̄ hé unan; ha goudé béza kéméret eûz a c’hoad al leûé, hag eûz a c’hoad ar bouc’h, ra skuḻô anézhan̄ war gerniel ann aoter trô-war-drô;
Leviticus 23:28Na réot labour é-béd a gorf a-héd ann holl zeiz-zé; ô véza ma eo eunn deiz a zic’haouidigez, ha m’hô tic’haouô ann Aotrou hô Toué.
This Verse In Other Editions
Study Leviegezh 16:33