Leviegezh 18:21
Na rôi két eûz da wenn évit béza gwéstlet da idol Moloc’h, ha na zaotri két hanô da Zoué. Mé eo ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
20N’az i két da gavout grég da nesa, ha n’en em zaotri két gan̄t kemmesk ann hâd.
22N’az î két da gavout eur goâz é-c’hîz pa vé eur vaouez; râg eunn dra argarzuz eo.
Cross References
Leviticus 20:2Ann dra-man̄ a liviri da vugalé Israel: Kémen̄d hini eûz a vugalé Israel, pé eûz ann diavésidi a choum enn Israel, en dévézô rôet eûz hé wenn da idol Moloc’h, a vézô lékéat d’ar marô; pobl ar vrô a labézô anézhan̄ gan̄t mein.
Leviticus 21:6Sen̄t é vézin̄t évid hô Doué, ha na zaotrin̄t két hé hanô: rag hî a gennig ézan̄s ann Aotrou, ha baraou hô Doué; ha rak-sé é vézin̄t sen̄t.
Leviticus 22:32Na zaotrit két va hanô san̄tel, évit ma vézinn san̄télet é-touez bugalé Israel. Mé eo ann Aotrou hô laka da véza sen̄t,