Leviegezh 18
1Ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout:
2Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô: Mé eo ann Aotrou hô Toué.
3Na réot két hervez boaz brô ann Éjipt, é péhini oc’h bét ô choum; ha na réot két hervez doaré brô Kanaan é péhini hô likiinn da von̄t; ha na heûliot két hô lézennou.
4Sévéni a réot va gourc’hémennou, miroud a réot va c’hélennou, hag é kerzot enn-hô. Mé eo ann Aotrou hô Toué.
5Mirit va lézennou ha va c’hélennou: ann dén hô mirô, a vévô dré-z-hô. Mé eo ann Aotrou.
6Dén na dôstai oud ar vaouez a zô kar d’ézhan̄ dré ar goâd, évit dizôlei hé vézégez. Mé eo ann Aotrou.
7Na zizôlôi két mézégez da dâd na da vamm: da vamm eo; na zizôlôi két hé mézégez.
8Na zizôlôi két mézégez grég da dâd; râk mézégez da dâd eo.
9Na zizôlôi két mézégez da c’hoar a dâd pé a vamm, a zô ganet enn tî, pé er-méaz eûz ann ti.
10Na zizôlôi két mézégez merc’h da vâb, pé merc’h da verc’h; râk da vézégez eo.
11Na zizôlôi két mézégez merc’h grég da dâd, é deûz ganet d’az tâd, hag a zô c’hoar d’id.
12Na zizôlôi két mézégez c’hoar da dâd; râk kîk da dâd eo.
13Na zizôlôi két mézégez c’hoar da vamm; râk kîk da vamm eo.
14Na zizôlôi két mézégez da éon̄tr gompez, ha na d-i két da gaout hé c’hrég; râg gan̄t nésanded eo stâg ouz-id.
15Na zizôlôi két mézégez da verc’h-kaer; râg grég da vâb eo; ha na zizôlôi kéd hé noazder.
16Na zizôlôi két mézégez grég da vreûr; râk mézégez da vreûr eo.
17Na zizôlôi két mézégez da c’hrég hag hé merc’h. Na gémérit két merc’h hé mâb, na merc’h hé merc’h évid dizôlei hé mézégez, ô véza ma’z in̄t hé c’hîg-hî, ha ma’z eo ar gévrédigez-zé eunn in̄sest.
18Na géméri két c’hoar da c’hrég évit béza kéférérez d’ézhi, ha na zizôlôi két hé mézégez é-pâd ma vézô béô da c’hrég.
19Na dôstai két oud eur c’hrég péhini a vézô hé misiou gan̄t-hî, ha na zizôlôi két hé lousdôni.
20N’az i két da gavout grég da nesa, ha n’en em zaotri két gan̄t kemmesk ann hâd.
21Na rôi két eûz da wenn évit béza gwéstlet da idol Moloc’h, ha na zaotri két hanô da Zoué. Mé eo ann Aotrou.
22N’az î két da gavout eur goâz é-c’hîz pa vé eur vaouez; râg eunn dra argarzuz eo.
23N’az i két da gavout loen é-béd, ha n’en em zaotri két gan̄t-han̄. Ar vaouez na c’hourvézô ket dindân eul loen, ha n’en em unanô két gan̄t-han̄, râg eunn torfed eo.
24N’en em zaotrot két gan̄d ann holl draou-zé, gan̄t péré eo en em zaotret ann holl boblou a gasinn-kuît dira-z-hoc’h,
25Ha gan̄t péré eo bét saotret ar vrô-zé; ha mé a zeûi da gastiza hé fallagriézou, évit ma tistolô gan̄t heûz hé brôiz.
26Mirit va lézennou ha va barnédigézou, ha na rit hini eûz ann traou argarzuz-zé, na c’houi tûd ar vrô, nag ann divrôidi a zô deûet da choum enn hô mesk.
27Râg ar ré a zô bét ô choum er vrô-zé enn hô raok, hô deûz gréat ann holl draou argarzuz-zé, hag hô deûz saotret ar vro.
28Diwallit éta, mar grit ann hévélep traou, na zeûi d’hô tisteûrel, ével ma é deûz distolet ar bobl a zô bet enn-hi enn hô raok.
29Kémen̄d dén en dévézô gréat unan-bennâg eûz ann traou argarzuz-zé, a varvô eûz a greiz hé bobl.
30Mirit va gourc’hémennou. Na rit két ar péz hô deûz gréat ar ré a oa enn hô raok, ha n’en em zaotrit két gan̄d ann traou-zé. Mé eo ann Aotrou hô Toué. ———— XIX. PENNAD. Meûr a lézen.