Leviegezh 18:25
Ha gan̄t péré eo bét saotret ar vrô-zé; ha mé a zeûi da gastiza hé fallagriézou, évit ma tistolô gan̄t heûz hé brôiz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 18:28Diwallit éta, mar grit ann hévélep traou, na zeûi d’hô tisteûrel, ével ma é deûz distolet ar bobl a zô bet enn-hi enn hô raok.
Numbers 35:33Gan̄d aoun na zaotrfac’h ann douar é péhini é choumot, rak saotret é véz gan̄t goâd ar ré zinam, ha na hell két béza glanet néméd gan̄t goâd ann hini en dévézô skuḻet goâd eunn all. 31 Ével-sé eo é teûi glân hô touar, hag é chouminn gan-é-hoc’h. Rak mé eo ann Aotrou a choum é-kreiz bugalé Israel. ———— XXXVI. PENNAD. Lézen diwar-benn ann dimiziou.
Deuteronomy 9:5Mar sélaouez koulskoudé mouéz ann Aotrou da Zoué, ha ma virez kémen̄d en deûz gourc’hémennet d’id, hag a gémennann d’id hiriô, é vennigô ac’hanod, ével ma en deûz hé lavaret.
Ezra 9:11Éc’h eûz rôet d’é-omp dré c’hénou ar broféded da zervicherien, ô lavarout: Ann douar é péhini oc’h deûet évit choum enn-han̄, zô eunn douar dic’hlan, ével ma eo dic’hlan ar boblou hag ann douarou all; ha leûn eo gan̄d ar saotrou ha gan̄d ar fallagriézou a béré eo bét gôlôet gan̄t-hô eûz ann eil penn d’égile.
Psalms 106:38Skûḻa a réjon̄t ar goâd dinam: goâd hô mipien hag hô merc’hed, a rôjon̄t é sakrifiz da skeûdennou kizellet Kanaan. Hag ann douar a oé stlabézet gan̄d ar goâd;
Isaiah 26:21Râg ann Aotrou a zavô, ével ma réaz war vénez ar rannou: buanékaad a rai, ével ma réaz é traon̄ien Gabaon, évit ma rai hé ôber, hé ôber a ziavéaz; évit ma rai hé ôber, hé ôber ker pell diout-han̄.