Niveroù 35:33
Gan̄d aoun na zaotrfac’h ann douar é péhini é choumot, rak saotret é véz gan̄t goâd ar ré zinam, ha na hell két béza glanet néméd gan̄t goâd ann hini en dévézô skuḻet goâd eunn all. 31 Ével-sé eo é teûi glân hô touar, hag é chouminn gan-é-hoc’h. Rak mé eo ann Aotrou a choum é-kreiz bugalé Israel. ———— XXXVI. PENNAD. Lézen diwar-benn ann dimiziou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 18:25Ha gan̄t péré eo bét saotret ar vrô-zé; ha mé a zeûi da gastiza hé fallagriézou, évit ma tistolô gan̄t heûz hé brôiz.
Deuteronomy 21:1Neûzé Moizez hag hénaoured Israel, a c’hourc’hémennaz d’ar bobl, ô lavarout: Mirit ann holl gélennou a c’hourc’hémennann d’é-hoc’h hiriô.
2 Samuel 3:29Ha ra gouézô war benn Joab, ha war holl dî hé dâd: ha ra vézô bépréd é tî Joab tûd péré hô dévézô réd sper, tûd lovr, tûd péré a zalc’hô ar werzid, tûd péré a gouézô dindân ar c’hlézé, tûd péré hô dévézô diénez a vara.
Psalms 106:38Skûḻa a réjon̄t ar goâd dinam: goâd hô mipien hag hô merc’hed, a rôjon̄t é sakrifiz da skeûdennou kizellet Kanaan. Hag ann douar a oé stlabézet gan̄d ar goâd;