Leviegezh 19:25
Hôgen er pempved bloaz é tebrot ar frouez, goudé béza dastumet kémen̄d hô dévezô douget ar gwéz. Mé eo ann Aotrou hô Toué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
24Hôgen ar pevaré bloaz hô holl frouez a vézô san̄télet ha gwéstlet d’ann Aotrou.
26Na zebrot nétra gan̄d ar goâd. Na ziouganot két; ha na arvestot két ann huvréou.
Cross References
Leviticus 19:4Na drôit két oud ann idolou, ha na rit két d’é-hoc’h douéed teûzet (T). Mé eo ann Aotrou hô Toué.
Leviticus 23:14Na zebrot na bara, na bleûd krazet, na iôd gréat gan̄d ann éd névez, kén na vézô deûet ann deiz é péhini hô pézô kenniget eûz anézhan̄ d’hô Toué. Al lézen-zé a vézô miret da vikenn a rumm da rumm hag enn hoc’h holl vrôiou.
Proverbs 3:9Énor ann Aotrou gan̄t da vadou, ha rô d’ézhan̄ ar préveûdi eûz da holl frouez:
Haggai 1:4Ha né két deûet ann amzer d’é-hoc’h da choum é tiez aozet-kaer, hag ann ti-zé d’in a zô didud?
Haggai 2:18Hô skôet em eûz gan̄d eunn avel loskuz, gan̄t merkl ha gan̄t kazarc’h em eûz skôet holl labouriou hô taouarn: hag hini ac’hanoc’h n’eo distrôet étrézeg enn-oun, émé ann Aotrou.