Levr Hagai 2:18
Hô skôet em eûz gan̄d eunn avel loskuz, gan̄t merkl ha gan̄t kazarc’h em eûz skôet holl labouriou hô taouarn: hag hini ac’hanoc’h n’eo distrôet étrézeg enn-oun, émé ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 19:25Hôgen er pempved bloaz é tebrot ar frouez, goudé béza dastumet kémen̄d hô dévezô douget ar gwéz. Mé eo ann Aotrou hô Toué.
Ezra 4:24Neûzé labour tî ann Aotrou a oé paouézet é Jéruzalem, ha na oé gréat mui nemed é eil vloaz rén Darius, roué ar Bersied. ———— V. PENNAD. Aggéus ha Zac’harias a ali ar bobl da zével a névez ann templ.
Haggai 1:14Hag ann Aotrou a lékéaz da zével spéred Zorobabel mâb Salatiel, dûk Juda, ha spéred Jésus mâb Josédek ar bélek-brâz, ha spéred holl zilerc’h ar bobl: hag hî a zeûaz, hag en em lékéaz da laboura é tî Aotrou ann arméou hô Doué. ———— II. PENNAD Diougan é-kén̄ver donédigez ar Messias.
Haggai 2:15Neûzé Aggéus a lavaraz d’ézhô: Ével-sé éma ar bobl-zé, ével-sé éma ar vrôad-zé dira-z-oun, émé ann Aotrou; hag ével-sé éma holl labour hô daouarn: ha kémen̄d a gennigon̄t énô, a zô saotret.