Leviegezh 19:9
Pa védot ann édou eûz hô touar, n’hô zouzot két bété koc’hen ann douar; ha na zastumot két ann tamoézennou a vézô choumet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 23:22Hôgen pa védot édou hô touar, na drouc’hot két anézhô bétég ar zôl; ha na zastumot két ann tamoézennou a vézo choumet a-zilerc’h; hôgen hô lézel a réot évid ar béorien hag évid ann diavésidi. Mé eo ann Aotrou hô Toué.
Deuteronomy 24:19Gervel a rann hiriô da dést ann én̄v hag ann douar, pénaoz em eûz lékéat dira-z-oud ar vuez hag ar marô, ar vennoz hag ar valloz. Dilenn éta ar vuez, évit ma vévi, té ha da wenn;
Ruth 2:2Ha Ruth, ar Voabitez, a lavaraz d’hé mamm-gaer: Mar gourc’hémennez d’in, éz inn d’ar park hag é tastuminn ann tamouézennou a choumô war-lerc’h ar véderien, é kémen̄t léac’h ma kavinn digémer mâd digan̄d ar penn-tiégez. Ha Noémi a lavaraz d’ézhi: kéa, va merc’h.
Ruth 2:15Neûzé é savaz ac’hanô da zastumi a-névez pennou éd. Hôgen Booz a c’hourc’hémennaz d’hé baotred, ô lavarout: Ha pa c’hoan̄tafé-hi médi gan-é-hoc’h, na virit két out-hi: