Leviegezh 2:16
Ar bélek a zevô, enn én̄vor eûz ar c’hennig, lôd eûz ann éd a vézô bét brévet, hag eûz ann éôl, hag ann holl ézan̄s. ———— III. PENNAD. Hostiv a béoc’h gan̄t éjenned, den̄ved, ein ha gevr.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
15Goudé béza skuḻet éôl ha lékéat ézan̄s war-n-ézhan̄, ô véza ma eo eur c’hennig d’ann Aotrou.
Cross References
Leviticus 2:1Pa rai eunn dén eur c’hennig d’ann Aotrou é sakrifiz, hé c’hennig a vézô eûz a vleûd glân, war béhini é skuḻô éôl, hag é lakai ézan̄s.
Leviticus 2:9Hé-man̄ hé gennigô, hag a dennô anézhan̄ enn én̄vor eûz ar sakrifiz, hag hé zevô ével eur c’houés vâd dirâg ann Aotrou.
Psalms 141:2Na likit két hô fisian̄s er brin̄sed, nag é mipien ann dûd, é péré n’eûz kéd a zilvidigez.
Isaiah 61:1Piou eo hé-man̄ a zeû eûz a Édom, gan̄d hé ziḻad livet eûz a Vosra? Hé-man̄ péhini a zo kaer enn hé zaé, hag a valé gan̄t kalz a ners. Mé eo, a gomz hervez ar reiz, hag a stourm évit savétei.
Hebrews 5:7Ével-sé é deisiou hé gîk, ô véza kinnniget gan̄d garm ha gan̄d daérou hé bédennou hag hé c’houlennou d’ann hini a hell hé zavétei eûz ar marô, eo bét sélaouet enn abek d’hé zoujan̄s.