Lizher d'an Hebreed 5:7
Ével-sé é deisiou hé gîk, ô véza kinnniget gan̄d garm ha gan̄d daérou hé bédennou hag hé c’houlennou d’ann hini a hell hé zavétei eûz ar marô, eo bét sélaouet enn abek d’hé zoujan̄s.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6Hervez ma lavar enn eul léac’h all: Té eo ar bélek peûr-bâduz, hervez urs Melkisédek.
8Hag hén̄, évit-han̄ da véza Mâb Doué, en deûz desket ar zen̄tidigez dré gémen̄t en deûz gouzan̄vet:
Read all of Lizher d'an Hebreed 5
Cross References
Leviticus 2:2Hag é kasô anézhan̄ d’ar véleien, mipien Aaron; hag unan anézhô a gémérô eunn dournad eûz ar bleûd, hag eûz ann éôl, hag ann holl ézan̄s, hag é tevô anézhô war ann aoter é koun eûz ar c’hennig, ével eur c’houés vâd dirâg ann Aotrou.
Psalms 18:19Va lékéat en deûz enn éc’honder; va dieûbet en deûz gan̄d hé ioul-vâd em c’hén̄ver,
Psalms 22:24Holl wenn Israel ra zoujô anézhan̄, ô véza n’en deûz két faéet na disprizet goulenn ar paour ha n’en deûz két distrôet hé zaoulagad diouz-in; ha ma en deûz sélaouet out va garm.
Psalms 69:1Savété ac’hanoun, ô Doué, ô véza ma eo deûet ann douréier bétég em éné.
Psalms 88:1Aotrou Doué, va zilvidigez, garmet em eûz étrézég enn-od, a-zoug ann deiz hag a-zoug ann nôz.
Isaiah 53:3Dinaouit hô skouarn, ha deûit étrézég enn-oun; sélaouit, hag é vévô hoc’h éné; ha mé a rai gan-é-hoc’h eur gévrédigez peûr-baduz, hag a startai trugarézou David.