Leviegezh 20:5
Mé a zavô drouk enn-oun (T) a-éneb ann dén-zé, hag a-éneb hé dûd, hag é laminn anézhan̄ eûz greiz hé bobl, hén̄ hag ar ré holl hô devézô aotréet ec’h en em c’hastaoufé gan̄t Moloc’h.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 17:10Piou-bennâg eûz a dî Israel, pé eûz ann diavésidi a ergerz enn hô zouez, en dévézô debret goâd, é savinn va dremm a-éneb hé éné hag é tenninn anézhan̄ eûz a greiz hé bobl;
Jeremiah 3:2Saô da zaoulagad ouc’h-kréac’h, ha gwél péléac’h n’oud két en em wallet; azézet é oaz enn hen̄chou, ô c’hortozi anézhô ével ma râ eul laer enn distrô, hag éc’h eûz saotret ann douar gan̄d da louzdoni ha da zrougiézou.
Hosea 2:5Râg hô mamm a zô en em rôet d’ar c’hadélez; saotret éo bét ann hini é deûz hô en̄géhen̄tet: râk lavaret é deûz: Mon̄d a rinn war-lerc’h va c’haran̄tésiou, péré a rô d’in va bara ha va dour, va gloan ha va lîn, va éôl ha va braoued.