The Bible Software
Leviegezh · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Leviegezh 21

1Ann Aotrou a lavaraz ivé da Voizez: Komz out béléien mipien Aaron, ha lavar d’ézhô: N’en em zaotret két ar bélek pa varv hé gen-vrôiz;

2Német ma vé he géren̄t a wenn, hag hé géren̄t tôsta; da lavaroud eo, hé dâd hag hé vamm, hé vâb hag hé verc’h, hé vreûr ivé,

3Hag hé c’hoar gwerc’h, péhini né oa két bét dimézet:

4Hôgen n’en em zaotrô két, pa varvô zo-ken eur prin̄s eûz hé bobl.

5Na douzin̄t két hô fenn, nag hô barv, ha na rain̄t két a drouc’hou enn hô c’hîk.

6Sen̄t é vézin̄t évid hô Doué, ha na zaotrin̄t két hé hanô: rag hî a gennig ézan̄s ann Aotrou, ha baraou hô Doué; ha rak-sé é vézin̄t sen̄t.

7Na gémérin̄t két da c’hrég eur vaouez gwallet, nag eur c’hast, nag ann hini a vézô bet kaset-kuît gan̄d hé ozac’h; ô véza ma in̄t sakret d’hô Doué,

8Ha ma kennigon̄t ar baraou a gennig. Ra vézin̄t éta sen̄t, râk mé a zô san̄t va-unan, mé ann Aotrou péhini hô laka da véza sen̄t.

9Mar béz kavet merc’h eur bélek oc’h ôber lousdoni, ha ma ra dismégan̄s da hanô hé zâd, é vézô devet enn tân.

10Ar Pon̄tif, da lavaroud eo, ar bélek brasa é-touez hé vreûdeûr, war benn péhini é vézô bét skuḻet éôl ar sakradur, ha daouarn péhini a vézô bét sakret évid ar vélégiez, hag a zô gwisket gan̄t gwiskaman̄chou san̄tel, na zizôlôi két hé benn, ha na rogô két hé ziḻad;

11Ha na d-ai két bikenn étrézég eur c’horf marô; ha n’en em zic’hlanô két zô-kén enn abek d’hé dâd na d’hé vamm.

12Ha na d-ai két er-méaz eûz al lec’hiou san̄tel, gan̄d aoun na zaotrfé san̄tuar ann Aotrou, ô véza ma eo bét skuḻet war-n-ézhan̄ éôl sakradur san̄tel hé Zoué. Mé eo ann Aotrou.

13Kéméroud a rai da c’hrég eur werc’hez;

14Na gémérô két eunn in̄tan̄vez, nag eur c’hrég kaset-kuît gan̄d hé ozac’h, nag eur vaouez gwallet, nag eur c’hast; hôgen kéméroud a rai eur plac’h-iaouan̄k eûz hé bobl hé-unan.

15Na veskô két ar c’héf eûz hé wenn gan̄d ar ré zister eûz hé bobl; râk me eo ann Aotrou péhini hé laka da véza san̄t.

16Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:

17Lavar da Aaron: É-touez da dûd mar d-eûz eur ré eûz da wenn hag en dévezô eur merk-bennâg war hé gorf, na gennigô két ar baraou d’hé Zoué,

18Ha na dôstai két évid ôber hé garg; mar d-eo dall, pé gamm; mar d-eo hé frî pé ré vihan, pé ré vraz, pé dort;

19Mar d-eo torret hé droad, pé hé zourn;

20Mar d-eo tort, pé bikouz; ma en deûz ar banné war hé lagad; ma en deûz eur c’hal a-vépréd, pé ann diskrab war hé groc’hen, ma en deûz eunn avélen.

21Kémen̄d hini eûz a wenn Aaron, ar bélek, en dévézô eur merk-bennâg, na dôstai két évit kenniga hostivou d’ann Aotrou, pé baraou d’hé Zoué.

22Dibri a rai koulskoudé eûz ar varaou a zô kenniget er san̄tuar;

23Hôgen enn hévélep doaré n’az ai két enn diabarz eûz ar wél, ha na dôstai két oud ann aoter, ô véza ma en deûz eunn nam, ha na dlé két saotra va zan̄tuar. Mé eo ann Aotrou a laka anézhô da véza sen̄t.

24Moizez a lavaraz éta da Aaron, ha d’hé vipien, ha da Israel holl, kémen̄t a oa bét gourc’hémennet d’ézhan̄. ———— XXII. PENNAD. Ar ré a dlé dibri eûz ann traou san̄tel.

← Leviegezh 20Read In The App, Free →Leviegezh 22 →

Study Leviegezh 21

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627