Leviegezh 22:18
Komz oud Aaron, oud hé vipien, hag oud holl vugalé Israel, ha lavar d’ézhô: Piou-bennâg eûz a dî Israel, pé eûz ann diavésidi a choum enn hô touez, en dévézô kenniget hé rô, pé ô sévéni hé westl, pé ô kenniga eûz hé ioul-vâd kémen̄d a gennig d’ann Aotrou é sakrifiz-losk,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
17Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:
Cross References
Leviticus 1:2Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô: Pa gennigô eur ré ac’hanoc’h d’ann Aotrou eunn hostiv loéned, da lavaroud eo éjenned pé dén̄ved a lazô;
Leviticus 7:16Mar kennig eur ré eunn hostiv goudé gwéstl, pé a-ioul frank, é vézô debret ivé enn hévélep deiz; hôgen mar choum eunn dra anézhi évid an̄trônôz, é vézô lézet hé dibri.
Leviticus 17:13Piou-bennâg eûz a vugalé Israel, pé eûz ann diavésidi a ergerz enn hô touez en dévézô kéméret enn hémolc’h pé er rouéjou eul loen pé eul labous a helleur da zibri, a skuḻô hé c’hoad, hag hé c’hôlôi gan̄d douar.
Numbers 15:3Ha pa gennigot d’ann Aotrou pé eur sakrifiz-losk, pé eur viktim ô sévéni hô kwéstlou, pé ô kenniga a-ioul hô rôou, pé ô tévi enn hô lidou brâz kennigou a c’houés vâd d’ann Aotrou, pé a éjenned, pé a zen̄ved;
Deuteronomy 12:6Ma ia-kuît eul Lévit eûz a unan eûz da gériou enn Israel, é péhini é choum, ha ma fell d’ézhan̄ don̄d el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou,
Deuteronomy 16:10Na ari két gan̄d eunn éjenn hag eunn azen kévret.